I Should Have Known Better

I Should Have Known Better zo ur ganaouenn (2:41 he fadelezh) a glever war drede albom ar Beatles, A Hard Day's Night e anv.

Klevet e vez ivez just war-lerc'h roll digeriñ ar film A Hard Day's Night p'emañ "tad-kozh" Paul McCartney hag ar strollad e bagon bost un tren. Kregiñ a reont da c'hoari ar c'hartoù ha goude un nebeud rannoù e tistroont gant gitaroù, harmonika ha taboulinoù.

Meur a rann eus ar film a oa bet troet e trenoù e gwirionez, homañ a oa bet filmet e studioioù Twickenham avat.

Eviti da vezañ bet aozet gant John Lennon hepken, I Should Have Known Better zo ur ganaouenn wellwelus-eston : karout a ra-eñ anezhi, karout a ra-hi anezhañ, ken aes ha tra !