Hervez mojennoù Henc'hres e oa an Ifernioù[1] unan eus an anvioù a veze graet eus al lec'h ma 'c'h ae an dud da chom war-lerc'h o marv. Dindan an douar emañ al lec'h-se, hag eno emañ an doue Hades o ren. Se zo kaoz e vez graet anv eus "rouantelezh Hades" a-wechoù, hag eus an Hades zoken, pa gomzer eus ar vro-hont.

Haides ha Kerberos

Meur a gornad zo eno hervez an hengoun :

Etre an Ifernioù ha bro an dud vev ez eus ur stêr, pe meur a hini hervez an dud : ar Styks peurvuiañ, an Ac'heron a-wechoù.

Pa vez bet beziet an dud evel a zo dleet e vezont lakaet da dreizhañ ar stêr gant C'haron war e skaf, goude paeañ ur gwennegig dister. Diwar-se eo e teu ar boaz da lakaat ur pezh e genoù ar re varv. Teir stêr all a dremen dre an Ifernioù : ar Flegethon[3], ar Gokytos[4] hag al Lethe.

E toull an nor emañ ar c'hi Kerberos, a vir ouzh an dud varv da vont kuit. Koulskoude ez eus bet gwelet tud o kuitaat al lec'h dizamant : Herakles, [Psyc'he]], Theseüs, Orfeüs hag Aineias.

Ulises zo bet tost da vont e-barzh, e trovezh an Nekyia, e kan XI an Odysseia.

Meur a zor zo d'an Ifernioù : tost da Lenn Averno, tost da Gab Tenaro[5] hag e bro ar Gimmerianed[6].

Tri barner zo : Minos, an hini nemetañ er mojennoù koshañ, Radamanthys hag Aiakos. Ganto e vez degemeret an dud varv ha lavaret dezho da belec'h mont, ha chom, a-hed ar beurbadelezh.

Notennoù kemmañ

  1. Anv lies, disheñvel diouzh an Ifern, anv unan.
  2. Henc'hresianeg : Ἠλύσιον πεδίον / Êlúsion pedíon ; diwezhatoc'h e voe graet μακάρων νῆσοι / makárôn nễsoi "Inizi ar Wenvidien" anezhe.
  3. Henc'hresianeg : Φλεγέθων / Phlegéthôn "an hini flamm".
  4. Henc'hresianeg : Κωκυτός / Kôkytós "ganet gant an daeroù".
  5. E penn Su Peloponnesos.
  6. Henc'hresianeg : Κιμμέριοι / Kimmérioi.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.