Ignatius Kutu Acheampong

Ignatius Kutu Acheampong (23 a viz Gwengolo 1931 - 16 a viz Even 1979) a oa ur soudard hag ur politikour eus Ghana.

Kemer a reas ar galloud e Ghana dre un taol-Stad a zistroadas Edward Akufo-Addo d'an 13 a viz Genver 1972. Distroadet e voe d'e dro d'ar 5 a viz Gouere 1978. Fuzuilhet e voe e miz Even 1979, asambles gant ofiserien all, en o zouez Akwasi Afrifa ha Fred Akuffo bet prezidanted Ghana ivez.