Imran Awan, ganet e 1980, zo ul labourer war ar stlenneg hag ar c'helaouiñ pakistanat-stadunanat. Labouret en deus bet evit ar Strollad Demokratel e Ti Dileuridi ar Stadoù-Unanet. Harzet eo bet e miz Gouhere 2017[1]. Labouret en devoa e-pad 13 vloaz evel arbennigour war ar stlenneg evit Kongres ar Stadoù-Unanet. Meur a enklask a zo bet warnañ er bloavezh 2017, gortoz a ra bezañ barnet pa damaller dezhañ, ha d'e wreg Hina Alvi, breinadur, disklêriadurioù faos ha trafikerezh arc'hant.

D'ar 1añ a viz Gouhere 2017, Awan a zisklêrie dirak ar varnerien e oa digablus eus an holl draoù tamallet dezhañ.

Notennoù ha daveennoù kemmañ