Inés Akitania (1059-1078)

Ur pennad Inés Akitania zo ivez.

Inés Akitania (1059-1078) a oa pried kentañ Alfonso VI León ha Kastilha, rouanez León ha Kastilha entre 1073-74 y 1077.

Merc'h e oa d'an dug Gwilherm VIII Poatev ha d'e eil pried Matilde de la Marche, ur briñsez ha n'ouzer netra anezhi.

En 1069 ne oa Inés nemet dek vloaz pa voe dimezet da Alfonso VI León, ha ret e voe gortoz ken na voe en oad da eurediñ, da bevarzek vloaz eta, a-raok an eured e 1073 pe deroù 1074.

Mervel a reas e Mezheven 1078, da driwec'h vloaz.

A-wechoù e vez droukvesk etrezi hag he hanterc'hoar anvet evelti Inés Akitania (pried Pedro Iañ), rouanez Aragon.