Ingeborg Danmark (rouanez Bro-C'hall)

Ur pennad Ingeborg Danmark zo ivez.

Ingeborg Danmark (pe Isambour, Ingeburge; Ingelburge, Ingelborg, Isemburge) (1175 – Corbeil, 1236) a oa ur briñsez eus Danmark hag a zimezas d'ur roue gall Fulup II an Aogust‎ (1165 -1223), hag a voe kaset kuit kerkent hag an deiz war-lerc'h.

Ingeborg Danmark, rouanez Bro-C'hall.
Pajenn eus levr-salmoù Ingeborg, war-dro 1200. Mirdi Condé (Chantilly).
Lizherenn aourlivet E, levr-salmoù ar rouanez Ingeborg Danmark, war-dro 1200, Ms. 66. Mirdi Condé, Chantilly.

Merc'h e oa da Valdemar Iañ Danmark ha da Sofia Minsk, ha c'hoar da Knut VI ha Valdemar II, rouaned Danmark.

An intañv kemmañ

Intañv e oa ar roue gall, marvet e wreg yaouank Izabel Hainaut. Abaoe daou vloaz e klaske ar roue ur bried all. Kavet gantañ c'hoar roue Danmark, a rankas paeañ ur bern arc'hant evel argouroù. Dimeziñ d'ur briñsez danat a felle d'ar roue gall abalamour da gaout skoazell digant he bro a-enep Bro-Saoz. Ur gaer a blac'h e oa, hervez an testoù, ha desket mat. Kaer e oa an argouroù ivez: 6000 mark arc'hant.

An eured kemmañ

D'ar 14 a viz Eost 1193 e voe lidet an eured en iliz-veur Amiens, ha kurunennet ar briñsez en deiz war-lerc'h. E-pad an noz e savas heug er roue ouzh e wreg ma reas e soñj kas anezhi kuit d'he bro. Ne gomprener ket perak e c'hallas ar soñj trumm-se dont d'e benn. Hervez an testoù e oa tres nec'het bras gant ar roue e derc'hent an eured. Antronoz an eured e c'houlennas ar roue, hep lavarout perak, digant kannaded Danmark kas Ingeborg ganto d'o bro en-dro. Nac'h a rejont, ha kuit ez ejont hepti kerkent.

Goude an eured kemmañ

Kaset e voe ar wreg nevez rak-tal da brioldi Saint-Maur ha goude da gouent Cysoing. Ha Fulup da gregiñ da glask terriñ an eured. Goulenn a reas ar roue gall digant ar pab terriñ an dimeziñ war-zigarez ne vije ket bet kaset da benn-vat, met ar wreg a lavaras e oa bet, ma rankas ar pab nac'h e aotre ouzh ar roue gall.
Daoust da se e voe embannet an dorr-dimeziñ gant arc'heskob Reims, Guillaume de Champagne, eontr d'ar roue. Ar rouanez a oa hec'h-unan, hep skoazell ebet, ne gomze na galleg na latin. Kement-se ne vire ket outi da ziskouez hec'h enebiezh gant un nebeudig geriennoù latin: « mala Francia » « Roma, Roma », emezi, evit goulenn kas keloù d'ar pab Celestinus III.

Fulup a wele en doa bet an dizober eus e wreg hag e oa dizimez adarre, a drugarez d'e eskibien sikourus, setu ma klaskas ur rouanez all da Vro-C'hall evit kaout ur pennhêr. Met anavezet e oa stad Ingeborg en holl lezioù Europa[1], ha ne oa ket aes dezhañ kavout plac'h na tad-kaer. A-du ganti e oa un toullad mat a briñsezed. Hervez he levr-salmoù e ouzomp e anaveze istor ar gontez Éléonore de Vermandois, nizez da Eleanora Akitania, a oa bet bac'het gant ar roue saoz Herri II (Bro-Saoz) e-pad 14 vloaz.

Pried nevez kemmañ

Ret e voe da Fulup tremen gant un dimeziñ bihanoc'h e lufr, ha kemer Agnes Merania, merc'h da Berthold IV von Diessen, dug Merania. A-hervez e oa pitilh ganti, n'eus forzh penaos e oa gwelloc'h dezhañ bezañ rak diaes e vije bet kavout unan all goude pezh a oa c'hoarvezet.

Dic'hortoz da Fulup e oa enebiezh ruz Ingeburge, rak kavout a rae dezhañ e vije deuet a-benn anezhi buan. E gwirionez e chomas bac'het rouanez Bro-C'hall e-pad 20 vloaz, ha dismegañset, mezhekaet e voe, kaset a gouent da garc'har. Pevar sened-Iliz a voe aozet gant ar bibien diwar-benn an afer priedoù-se: bep tro e voe diskleriet fraezh e oa peurdidalvoud an arguzennoù da derriñ an dimeziñ. Kenwadelezh ne oa ket, kaset e oa bet an dimeziñ da benn, fellout a rae d'ar wreg chom dimezet dirak Doue, ne oa nemet ar roue a rae fae war ar sakramant.

Kentañ sened-Iliz kemmañ

D'ar 7 a viz Mae 1196 e voe bodet ur Sened-Iliz gant ar pab Celestinus III e Pariz, evit sevel un emglev etre an daou bried, met tro wenn a reas, abafet ma oa an dud gant ar roue hag al lez. Ingeborg a zisklerias fraezh bout a-enep an torr-dimeziñ. Kreñvoc'h a se e voe goulennet gant ar roue. Bac'het e voe ar rouanez e tour Étampes evit gallout lidañ e eured gant Agnes Merania d'ar 1añ a viz Mezheven 1196.

En 1198 e fellas d'ar pab nevez Inosant III plediñ da vat gant afer Ingeborg. Dre veur a wech e c'houlennas digant ar roue gall reiñ he lec'h ha renk en-dro d'ar rouanez ha da gas Agnes Merania kuit. Gourdrouz a reas eskumunugañ ar roue ma ne gouske ket gant e wreg hervez lezenn an Iliz. Er bloaz-se e varvas Sofia Minsk, mamm Ingeborg.

Eil sened-Iliz kemmañ

D'ar 6 a viz Kerzu 1199 e voe aozet ur sened-Iliz all gant ar pab Inosant III e Dijon, ha torret e voe eured Fulup hag Agnes. Eskumunuget e voe ar roue, ha prest e oa ar pab da lakaat embann-berzh war rouantelezh Bro-C'hall.


Trede sened-Iliz kemmañ

D'ar 15 a viz Genver 1200 e voe dalc'het sened-Iliz Vienne (hiziv en Isère). Pa ne zeue ket an doareoù diplomatek da benn-vat e voe embannet berz war Bro-C'hall gant kannad ar pab Pierre de Capoue. Forzh ebet ne reas Fulupgant kement-se, met meur a zen a gasas da Roma evit klask lakaat fin d'an eskumunugenn rak abalamour dezhañ ne c'halle ket ar bobl kaout sakramantoù an Iliz ha krog e oa an dud da glemm. D'ar 7 a viz Gwengolo 1200 evoe bodet ar breujoù e Rambouillet ha kemennet da Agnes ne oa ket anavezet an dimeziñ gant Roma. Ar roue a daolas bec'h an torr-dimeziñ war e eskibien. Ingeborg a oa bac'het pell-mat diouzh Pariz, ha n'eo ket en Etampes e oa, a voe degaset da gastell ar rouanezed, da Saint-Léger-en-Yvelines.
E miz Gwengolo 1200 e voe tennetan embann-berz gant ar c'hardial Octavien, ha kement-sea voe tamallet dezhañ gant ar pab Inosant III rak chomet e oa Fulup gant Agnes en enep d'e c'her.


Pevare sened-Iliz kemmañ

En miz Meurzh 1201 e voe galvet an eskibien gant ar c'hardinal Octavien, kannad ar pab d'n em vodañ en ur sened-Iliz e Soissons da ober ar posez gortozet ha di e teuas Ingeborg. ne deuas ket Fulup a-benn da lakaat terriñ e zimeziñ ha ret e voe dezhañ kas Agnes kuit da b-Poissy, ha hi o tougen o zrede bugel. Dieubiñ Ingeborg a reas ar roue neuze.
Kement-se avat ne oa nemet un dro-widre evit dont a-benn da lakaat an iliz da anavezout an daou vugel bastard en doa bet gant Agnes hag Ingeborg a voe kasebuan en-dro d'he bac'h, da Etampes. D'an 20 a viz Gouhere 1201 e varvas Agnes er gwentloù hag he bugel prestik goude. E miz Du e voe anavezet besterd Fulup hag Agnes evel e vugale hervez lezenn an Iliz gant ar pab Inosent III war zigarez e oa dimezet ar vaouez a feiz vat dre ma krede e oa bet torret dimeziñ Fulup hag Ingeborg gant an Iliz a-raok. Adalek dibenn 1201 e oa sklaer an traoù, ha rankout a rae Ingeborg dont e-maez eus he c'harc'har, en Etampes. Met ne fellas ket d'ar roue gall plegañ, dreist-holl pa wele en doa daou vab. Kement-se ne viras ket outañ da glask fortuniaén adarre dre ma ne oanemet 36 vloaz. E 1202 he devoa Ingeburge skoazell digant ar pab Inosant III ha kannaded Danmark. Mervel a reas Knut VI, he breur henañ, ha roet kurunenn Danmark d'he breur Valdemar II. Stagañ a reas Fulup neuze da heskinañ Ingeborg evit ober dezhi mont da leanez pe goulenn dizimeziñ hec'h-unan.

Klemm a reas ar pab abalamour ma veze graet vil d'ar rouanez, kondaonet d'ur vuhez en dienez pa oa rouanez Bro-C'hall, merc'h ha c'hoar da rouaned.

En 1205 e c'houlennas Fulup an torr-dimeziñ abalamourma ne oa ket bet kaset an eured da benn-vat, goude ma oa bet ar pab o c'houlenn digantañ kousket gant e wreg evit ma komprenje ar roue ne oa ket da vout heuget ganti, ha kement-se en devoa bet lavaret Fulup ober, dre ziv wech, en Amiens hag e Saint-Maur, e deroù o disparti, hag ivez en Etampes goude sened-Iliz Dijon, evel ma lavaras Ingeborg d'ar c'hardinal Octavien.

Etre 1205 ha 1209 e c'hanas ur mab, Pierre-Carolus anavet evel Pierre Charlot a voe eskob Noyon a roas e skoazell d'ar roue gall Loeiz IX en e groaziadeg.

Soñjet en dije ar roue addimeziñ adarre, marteze da vamm e vab bastard, an itron a Arras kevrinus-se ha e zesker mann diwar he fenn en dihelloù.


Prizoniadez politikel kemmañ

Heug ouzh ur wreg evel hennezh n'eus ket par dezhañ en istor an dimezioù rouaned pa ouie ar rouaned c'hall lakaat o folitikerezh ha mad o rouantelezh da dremen dirak kement tra all, daoust d'an avoultriñ pe d'an eskumunugañ, evel a c'hoarvezas gant ar roue gall Roperzh II.
Poan zo o kompren e vije bet ken euzhus a gorf ur plac'h 18 vloaz ken e verite tremen 20 vloaz en ur vac'h abalamour da se. Koulskoude n'haller ket disteurel an arguzenn. Daoust da se ne weler ket perak ez eas Fulup en he gwele ma kave anezhi ken divalav na perak e kontas gevier goude pa lavaras ne oa ket bet kaset an eured da benn-vat.

Istorourien zo o deus gwelet e dieubidigezh Ingeburge en 1213 un dro-widre a-berzh ar roue gall hag a oa o klask skoulmañ emglevioù evit mont da aloubiñ Bro-Saoz. Gallout a raje Fulup bezañ klasket skoazell Danmark evit kemer kurunenn Yann Dizouar e bro-Saoz met n'en devoa ket c'hoant kaer roue Danmark lakaat e fri en aferioù saoz ken, na dreist-holl en tabutoù etre Gall ha Saoz, ha kement-se a oa bet lavaret fraezh d'ar gannaded c'hall da vare an dimeziñ gant Ingeborg. Setu ne reas mann Valdemar II evit kemer perzh en abadenn-se. Chom a reas al listri gall er perzhier gall ha mont a reas Fulup da vrezeliñ ouzh ar Flamanked na felle ket dezho reiñ o skoazell dezhañ ivez.

Degemer a c'haller an displegadur-se pa weler personelezh daouduek Fulup II.

He marv kemmañ

E-pad 20 vloaz eta e chomas Ingeborg Danemark e karc'haroù gall. Dieubet e voe en 1213 ha mont a reas da vevañ er prioldi a lakaas sevel e Saint-Jean-en-Isle (Corbeil)

En he zestamant e c'houlennas bout beziet en iliz-veur Sant-Denez, hogen nac'het e voe outi gant mab-bihan an Aogust, Loeiz IX.

En he raok
Izabel Hainaut
Ingeborg Danmark War he lerc'h
Agnes Merania

Levrlennadur kemmañ

  • Gérard Morel, Ingeburge, la reine interdite, Paris, 1987
  • Régine Pernoud, Ingeburge de Danemark, Paris, 1989
  • Alex Sanmark, The Princess in the Tower (History Today, C'hwevrer 2006)

Notennoù kemmañ