An Inizi Mariana (Islas Mariånas e chamorro ; Mariana Islands pe Marianas e saozneg ; betek deroù an XXvet kantved, anvet ivez Islas de los Ladrones, da lavarout eo "Inizi al Laeron" e spagnoleg) zo un enezeg e stumm ur wareg treset gant pemzek menez volkanek e gwalarn ar Meurvor Habask. Emaint er su da Japan, hag en norzh da C'hinea-Nevez.

Inizi Mariana, er reter da Vor ar Filipinez, hag er c'hornôg da Foz Mariana e goueled ar mor.
Menezioù-tan an Inizi Mariana

Dont a ra o anv eus ar rouanez Mariana Aostria, Rouanez Spagn ha rejantez er XVIIvet kantved, pa oa krog Spagn da drevadenniñ an enezeg. Brezel a voe e 1898 etre Spagn ha Stadoù-Unanet Amerika. Kemeret e voe Guam gant SUA, ha gwerzhet Inizi Mariana an Hanternoz gant Spagn da Alamagn.

Timbr eus Inizi Mariana e 1901

Hiziv int dalc'het holl gant SUA, hogen chomet eo rannet an daou diriad :