Inkizision en Amerika

An Inkizision spagnol a gasas en Amerika un oberererezh dre teir lez-varn: re Lima ha México savet en 1569, ha hini Cartagena de Indias, savet en 1610.

Inkizision en Amerika
aspect in a geographic region
ArvezOfis santel Kemmañ
Stadtalvoud ebet Kemmañ
Lec'hAmerika Kemmañ
Devadeg idolennoù ha dihelloù maya gant Fray Diego de Landa. Murlivadur gant al livour yukatek Fernando Castro Pacheco.

En Brazil e oa an Inkizision bortugalat dindan lez-varn Lisbon o labourat en un doare bale-bro.

An div Inkizision (portugalat ha spagnol) a voe berzet gant un dekred sinet gant Napoleon en 1808, pa voe aloubet Spagn ha Portugal met efed ebet ne voe en trevadennoù. Berzet e voe an Inkizision spagnol adarre gant kentañ Bonreizh Spagn, met da get ez eas dreist-holl gant dizalc'hted broadoù Kreisteizamerika e deroù an XIXvet kantved. Inkizision Portugal a eas da get dre "Cortes Generales Extraordinarias y Constituyentes de la Nación Portuguesa", er memes amzer.

Gwrizioù en Europa kemmañ

En Europa eo ganet an Inkizision en 1231, pa voe heskinet ar Gatared gant an Iliz katolik.

E 1478 e voe savet an Inkizision spagnol gant ar Rouaned katolik, Izabel Gastilha ha Fernando II Aragon, ha Tomás de Torquemada a voe lakaet er penn anezhi.