Ireland's Call (Galv Iwerzhon) zo ur ganaouenn saoznek savet e 1995 gant ar pianoour ha sonaozer norzhiwerzhonat Phil Coulter (1942-) da-heul un urzhiad graet dezhañ gant Cumann Rugbaí na hÉireann (Kevread rugbi Iwerzhon).

Deuet eo da vezañ unan eus an daou gan broadel, a-gevret gant Amhrán na bhFiann, hag a vez kanet da-geñver holl grogadoù etrebroadel c'hoariet er gêr[1] gant skipailh rugbi XV Iwerzhon, bodet c'hoarierien Norzhiwerzhon ha Republik Iwerzhon ennañ.

Estreget ar rugbierien XV a gan Ireland's Call hiziv an deiz dre m'eo bet adkemeret ar ganaouenn gant skipailhoù hockey war leton, korfbal, kriked ha rugbi XIII Iwerzhon ivez.

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Evit ar c'hrogadoù c'hoariet e-maez Iwerzhon ne vez kanet nemet Ireland's Call.