Irienn ar Re Pazzi ( Congiura dei Pazzi en italianeg) zo un irienn steuet e Firenze, en 1478, gant an Tiegezh Pazzi evit lazhañ an daou vreur Medici, mibien arc'hantourien vras, a oa e penn ar geoded neuze, ha tennañ ar galloud digant an tiegezh Medici da-vat. Ur breur hepken a voe lazhet, Giuliano di Piero de' Medici, gloazet e voe egile, Lorenzo, met chom a reas e buhez, harzet e voe an drouglazherien, ha krouget lod anezho.

Ardamezioù an Tiegezh Pazzi.
Bertoldo di Giovanni, medalenn da lidañ trec'h Lorenzo il Magnifico en irienn ar re Pazzi

Istor kemmañ

 
Poltred Giuliano de' Medici, gant Sandro Botticelli.
 
Poltred Lorenzo de' Medici.

E-kreiz buhez politikel Firenze edo an tiegezh Medici, ha meur a irienn en devoa bet da ziarbenn : Cosimo de' Medici a oa bet harluet daou vloaz dre abegoù politikel; e vab Piero il Gottoso en em dennas dre vurzhud eus un arsailhadenn aozet gant Luca Pitti p'edo war e hent da'r villa di Careggi; ar pab Medici Leon X a dlee bezañ lazhet gant e vedisin, dindan levezon un dornad kardinaled enebourien, ha Cosimo Iañ de' Medici a vo darbet dezhañ dastum plomm en e lêr o tremen dirak ar Palazzo Pucci.
Irienn ar Re Pazzi koulskoude eo an hini nemeti a deuas a-benn da lazhañ ur Medici, heuliadoù padus a voe, ha chom a reas an deiz-se en eñvor tud Firenze.

Abaoe marv Piero il Gottoso, e 1469, e oa dalc'het kêr gant e vibien Lorenzo a oa neuze 20 vloaz, ha Giuliano, a oa 17. Lorenzo a heulie a dost buhez politikel kêr gant an hevelep doareoù hag e dad-kozh Cosimo il Vecchio, da lavarout eo hep sammañ kargoù e-unan met o ren war a c'hargoù a veze roet da dud a fiziañs.

Enebourien d’an tiegezh Medici kemmañ

 
Girolamo Riario lazhet e 1488 gant an tiegezh Orsi.
 
Federico da Montefeltro, poltredet gant Piero della Francesca.

An Tiegezh Pazzi a oa un tiegezh kozh eus noblañs kêr Firenze, a orin eus Valdarno, ma oa e zouaroù, hag enebet ruz ouzh an tiegezh Medici. Brud a oa war an anv, en 1099 edo Pazzino de Pazzi o vrezeliañ er Groaziadeg kentañ, hag eñ eo ar marc’heg kristen a gerzhas da gentañ en kêr Jeruzalem). Er XVvet kantved e oa unan eus koshañ ha pouezusañ tiegezhioù Firenze, arouez an urzh kozh ma veze an noblañsed o ren e republikoù Italia.

Ar re Medici avat a oa erruet e kêr nevez a oa, noblañsed ne oant ket, nevez e oa o finvidigezh hag o galloud, ha ren a raent Firenze. Bec’h a oa da c’hortoz. Koulskoude e oa dimezet Bianca de' Medici, merc'h Piero ha c'hoar Giuliano ha Lorenzo da Guglielmo de Pazzi, met ne oa ket bet trawalc’h da lazhañ tan ar gasoni er c’halonoù.

Galloud ar re Medici a oa kresket diwar-goust frankizioù Republik Firenze, a gave d’o enebourien, sede neuze ar re bPazzi o kemer penn un irienn da zistroadañ ar re vMedici, ha da gemer o lec’h e penn ar republik.
N'eo ket an tiegezh Pazzi a voe pennaozer an irienn avat. Ar re Salviati, a oa arc'hantourien ar pab e Firenze, eo a oa e-kreiz an afer. N'eo ket sur e teuas ar soñj eus Firenze ivez. Marteze e teuas eus Roma, eus penn ar pab.

Ar pab Sist IV Della Rovere a oa un enebour touet d'an Tiegezh Medici. Techet e oa, ken e oa, da reiñ kargoù hag enorioù d'e gerent (nepotegezh a vez graet eus se). Dilennet e oa bet e 1471, ha bec’h en doa gant ar re Medici diwar-benn kêrioù Imola ha Faenza, a oa e dalc'h Milano, hag en devoa c’hoant da brenañ da reiñ d’e niz muiañ-karet Girolamo Riario.

Prenet e oa bet Imola eta, ur c'hreñvlec'h, er biz da Firenze, etre Toskana ha Stadoù ar pab, hag a oa c'hoantaet ivez gant Lorenzo. Graet e oa bet ar brenadenn gant skoazell an ti-bank Pazzi petra bennak m'en devoa prometet Francisco de Pazzi da Lorenzo ne sikourfe ket ar pab d'ober. Evit trugarekaat ar re Pazzi en doa prometet ar pab reiñ dezho mengleuzioù alum Tolfa, a-bouez evit livañ gloaneier ha danvezioù, un dra ret en armerzh Firenze. Ouzhpenn-se e roas dezho ar gwir d'ober war-dro madoù ar pab ha da sevel arc'hant diwar ar gounidoù, ha ne oant ket bihan. Girolamo Riario, niz ar pab eta, an hini a voe lakaet da c'houarnour en Imola, ha Francesco Salviati da arc'heskob Pisa, ur gêr a oa bet kevezerez da Firenze, hag a oa neuze e dalc'h Firenze.

Lorenzo a nac'has ouzh Salviati ar gwir da vont e-barzh kêr Pisa, dre ma ne oa ket evit leuskel un enebour eveltañ da gaout ur garg ken uhel en e vro.

Salviati ha Francesco de' Pazzi a aozas ur steuenn da zrouklazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici. Riario avat a chomas e Roma.

Anavezet e oa ar mennad : ar pab, a-hervez, en devije lavaret :Mat eo din, keit ma ne vo lazhet den. En 2004 e voe kavet ul lizher kuzhskrivet, e dihelloù an tiegezh Ubaldini gant an istorour Marcello Simonetta, a gelenne neuze er Wesleyan University en Connecticut, ha diguzhlennet. Anat e oa e oa bet Federico da Montefeltro, Dug Urbino, lenneg brudet ha condottiero a-du gant ar Pab, o kemer perzh en irienn hag en devoa kaset un armead 600 soudard dirak Firenze, da c'hortoz an drouklazh.

Sist a zibabas e niz Girolamo Riario evel gouarnour nevez Imola, ha Francesco Salviati evel arc'heskob Pisa, ur gêr a geveze gant Firenze a-raok, hag a oa bremañ dindan galloud Firenze. Lorenzo a c'hourc'hemennas ouzh Pisa skarzhañ Salviati eus e garg.

An irienn kemmañ

Unan eus ar c'hoshañ ha brudetañ dezrevell eus an darvoudoù a voe skrivet e latin gant Angelo Poliziano a oa bet test eus an darvoudoù. Nevez zo ivez ez eus bet kavet lizhiri a broufe e oa bet kemeret perzh gant Federico da Montefeltro, Dug Urbino, en irienn.

An darvoudoù kemmañ

Salviati ha Francisco de Pazzi a felle dezho lazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici, an daou vreur a zalc'he ar Republik, ha dibennañ galloud an tiegezh Medici. Riario a oa chomet en Roma. Ar pab en devoa lavaret, hervez testoù: "Ma asant a roan, gant na vo lazhet den".

Sadorn 25 a viz Ebrel 1478 kemmañ

Da gentañ e oa mennet tud an irienn da lazhañ Lorenzo ha Giuliano en ur banvez aozet er Villa Medicea di Fiesole (e Fiesole) da Sadorn Fask, en enor da Raffaele Riario, nevez anvet da gardinal da 18 vloaz, dic'houzvez eus an irienn. Jacopo de' Pazzi en devoa degaset kontamm da lakaat er gwin roet d'evañ d'an daou vreur.
Giuliano avat ne deuas ket d'ar banvez dre ma oa dihet.

Ar c'hardinal Riario Sansoni a bedas an holl da oferenn an deiz war-lerc'h, Sul Fask, lavaret gantañ en Duomo, iliz-veur Santa María del Fiore, evel trugarekadenn eus ar banvez aozet en enor dezhañ. An iriennerien a zivizas ober un arnod all en oferenn en iliz-veur Santa Maria del Fiore.

Sul 26 a viz Ebrel 1478 kemmañ

En deiz war-lerc'h, Sul Fask, 26 a viz Ebrel, edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h: Stefano da Bagnone hag ar vikel abostolel Antonio Maffei da Volterra. Bepred e oa dihet Giuliano. Bernardo Bandini (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha Francesco de' Pazzi a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar Palazzo Medici ha Santa Maria del Fiore, e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur c'harad, a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se, ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e gontell-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.

E-kreiz an oferenn-bred, da vare ar Gorreoù, pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo evel an holl, e lammas warne Francesco de Pazzi hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a voe roet da Giuliano, a gollas e wad hag a varvas. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu, gant e gamarad Angelo Poliziano ha daou floc'h, Andrea ha Lorenzo Cavalcanti, er sakristiri.

Giuliano a voe beziet e San Lorenzo, a voe Sagrestia Nuova Michelangelo.

Dial kemmañ

 
Leonardo da Vinci, korf an irienner Bernardo di Bandino Baroncelli (1479)

Buan e voe gouvezet piv e oa an iriennerien ha kastizet e voent kerkent: krouget e voe arc'heskob Pisa, klasket ha kavet e voe Jacopo, Renato ha Francesco de Pazzi, ha lakaet e voent d'ar marv. Guglielmo de Pazzi, pried da Bianca de' Medici, a voe harluet.

An heuliadoù politikel kemmañ

Heuliadoù rak-tal kemmañ

Jacopo de' Pazzi ne oa ket engortoz eus emzalc'h pobl Firenze. pa erruas er Piazza della Signoria gant ur strollad tud war varc'h o youc'hal "Libertà!" e krede e vije graet degemer brav dezhañ. E-lec'h kement-se en em gavas dirak un emsavadeg a-enep d'an iriennerien.


Jacobo de Pazzi a voe taolet dre ur prenestr ha peurlazhet gant an engroez, stlejet e gorf noazh dre gêr ha taolet er stêr Arno. An tiegezh Pazzi a voe tennet digantañ e vadoù en Firenze, ha distrujet kement merk eus e anv. An arc'heskob Salviati, a voe krouget, en desped d'e garg uhel, ouzh mogerioù ar Palazzo Vecchio. Bernardo Bandini Baroncelli a glaskas tec'hel da Konstantinopolis, met ne deuas ket a-benn eus e daol, ma voe tapet ha krouget ivez ; un dresadenn eus e gorf e-skourr a voe graet gant al livour Leonardo da Vinci.

Lennegezh kemmañ

  • La congiura de' Pazzi, trajedienn gant Vittorio Alfieri, skriver etre 1777 ha 1783.

Levrlennadur kemmañ

  • Gino Capponi, Storia della Repubblica di Firenze. Barbera, Firenze, 1875.
  • Tobias Daniels: La congiura dei Pazzi nell'informazione e nella cronistica tedesca coeva, in: Archivio Storico Italiano 627 - Disp. I (2011), S. 23-76
  • Lauro Martines, Le sang d'avril - Florence et le complot contre les Médicis, skidarnod - Albin Michel - Histoire - Paris - 2006

Notennoù kemmañ