Irish Republican Brotherhood

An Irish Republican Brotherhood/IRB (iwerzhoneg: Bráithreachas na Poblachta; "Breuriezh Republikan Iwerzhonat") a oa ur gevredigezh dispac'hel iwerzhonat krouet d'ar 17 a viz Meurzh 1858 (e daou lec'h d'ar memes koulz : Dulenn ha New York) gant James Stephens (e Dulenn) ha John O'Mahony (e New York). Staget e voe ouzh an Irish Republican Army (IRA) e 1924. Ar pal pennañ a oa krouidigezh ur republik demokratel iwerzhonat.

Green Sunburst Flag pe An Gal Gréine, banniel an Irish Republican Brotherhood

An IRB oa ur gevredigezh kuzh gant kalz a lezennoù hag ur reolennaoueg resis (un tammig evel ar frañmasoned). Ar gevredigezh-mañ a zo un emdroadur eus ar strolladoù Fenian. E bal: prientiñ un emsav hollek a-enep an arc'huber saoz. Dek vloaz goude ar grouidigezh e krog an IRB da aozañ gwalldaolioù e Bro-Saoz. E miz Gwengolo 1867 ez eus lakaet ur vombezenn e toull-bac'h e Manchester evit dieubiñ daou emsaver iwerzhonat. Ur poliser a voe lazhet e-pad an taol ha tri den arestet ha kondaonet d'ar marv. Lesanvet e vint "Merzherien Manchester". Daou viz goude e voe taget un toull-bac'h e Londrez, hag ugent den lazhet dindan ur voger distrujet.

Adalek 1907, goude ur prantad amzer hir e-lec'h ma oa chomet an IRB kazi difiñv, e oa bet kaset Thomas James Clarke, a oa o vevañ abaoe 1899 er Stadoù-Unanet, da Iwerzhon gant strolladoù amerikan an IRB. Sikouret gant Seán Mac Diarmada eo ret dezhañ adlañsañ an emsav ha diorren aozadurioù spierezh a-enep ar Saozon. E-pad aozadur Emsavadeg Pask e oa Patrick Pearse, Joseph Mary Plunkett ha James Connolly e kuzul-uhel an IRB. Met an dachenn seveniñ a veze renet gant Thomas Clarke, Seán Mac Diarmada ha Denis Cullough. An IRB eo a aozas hag a renas an emsav, emsav torret gant ar Saozon. Kondaoniñ a rejont d'ar marv ar pennoù manet bev goude ar c'hwitadenn.

Goude an enkadenn-se eo Michael Collins a zihun ar gevredigezh. Adaozañ a ra anezhañ en ur stumm kalz efedusoc'h ha dont a ra da vezañ penn dibar unan eus skourroù efedusañ an emsav. E penn kentañ 1920 e roas lañs an arme guzh d’ar brezel a-enep an arc'huber saoz. E 1922, goude kalz a dabutoù ha kalz a zilezioù, eo kenstaget hag enframmet an Irish Republican Brotherhood en Irish Republican Army.