Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal

Isabel Maria de Bragança, pe Isabel Maria da Conceição Joana Gualberta Ana Francisca de Assis Xavier de Paula de Alcântara Antónia Rafaela Micaela Gabriela Joaquina Gon­zaga de Bragança e Bourbon (18011876), a oa un infantez portugalat hag a voe rejantez Portugal e-pad daou vloaz.

Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal

He buhez kemmañ

 
Isabel Maria de Bragança

Ganet e oa e palez Queluz e 1801. Pevare bugel ar roue João VI hag e bried Carlota Joaquina de Borbón e oa. E 1808, da seizh vloaz, e rankas Isabel Maria mont en harlu da-heul he zud, da Vrazil, pa oant o tec'hel rak arme c'hall Napoleone Buonaparte a oa oc'h aloubiñ Portugal.

E 1822 e voe embannet dizalc'hiezh Brazil gant ar priñs Pedro.

Rejantez kemmañ

E 1826, pa oa klañv-fall João VI, ec'h anvas ur c'huzul rejañs renet gant an infantez Isabel Maria, pemp bloaz warn-ugent dezhi. Er bloavezh-se edo Pedro, ar priñs pennhêr, e Brazil, dizalc'h abaoe pevar bloaz, e vreur Miguel e Vienna, ar rouanez Carlota Joaquina a oa harluet e Queluz, hag ar merc'hed henañ, c'hoarezed Isabel (Maria Teresa ha Maria Francisca de Assis de Bragança) a oa dimezet da infanted spagnol. João VI a varvas pevar deiz goude embann an dekred.

Derc'hel ar c'huzul a reas Isabel Maria, goude marv ar roue zoken, da c'hortoz distro he breur ar pennhêr, betek miz C'hwevrer 1828. Ouzhpenn Isabel Maria e oa er c'huzul: ar c'hardinal Patrício da Silva; 6vet Dug Cadaval; 1añ Markiz Valada; Kont Arcos. Da eilerien dezho e oa ar c'hwec'h ministr-stad .

Pedro IV avat a laoskas e gurunenn gant e verc'h Maria da Glória a oa e Londrez

E 1828 en em dennas Isabel Maria evit reiñ lec'h da Maria da Glória, merc'h henañ Pedro IV (ha Pedro Iañ Brazil), a oa da eurediñ d'hec'h eontr Miguel Iañ. Hennezh, en e du, a oa da ober le da zoujañ Karta Bonreizhel 1826 embannet gant Pedro IV. N'eo ket evel-se avat e troas an traoù.

E miz Mezheven ec'h embannas Isabel Maria e:

Touiñ a ran seveniñ ha lakaat seveniñ ar Garta Vonreizhel roet gant ar Roue Dom Pedro IV d'an 29 a viz Ebrel 1826, evit rouantelezhioù Portugal hag an Algarve hag e zomanioù, tão inteira e fielmente como nela se contém.

Brezel kemmañ

Pedro IV, hag a ouie koulskoude penaos e oa kont er rouantelezh, a embannas un dekred e 1827 da reiñ ar rejañs d'e vreur. Miguel a erruas e Portugal e 1828, da gas da benn rejañs an infantez Isabel Maria. Karta Bonreizhel Portugal a voe kalzik a dud o sevel a-enep dezhi, ha Miguel en o zouez.

Brezel-diabarzh Portugal a voe etre harperien Pedro hag e verc'h Maria, ha re Miguel. Trec'h e voe kostezenn Maria hogen ne baouezas ket an dizemglev entre ar c'hambroù hag ar vinistred, hag ivez abalamour da droioù ha gwidreoù ar rouanez intañvez Carlota Joaquina.


E fin he buhez ne blede Isabel Maria nemet gant aferioù ar relijion gatolik. Mervel a reas dizimez e Benfica, en ardemez Lisboa, ha beziet e voe e São Vicente de Fora.