Isaias Afewerki (e tigrigneg: ኢሳይያስ ኣፈወርቂ) zo ur politikour eritrean ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1946 en Asmara. Prezidant kentañ Eritrea eo abaoe an dizalc'hiezh e 1993.

Isaias Afewerki

Goude bezañ bet ezel eus an Talbenn evit dieubidigezh Eritrea adalek 1966 e krouas Afewerki ha kamaladed dezhañ Talbenn ar Bobl evit dieubidigezh Eritrea, strolladoù a stourme ouzh Etiopia evit an dizalc'hiezh. E strollad politikel eo an hini nemetañ aotreet en Eritrea ha n'eus ket bet dilennadeg ebet er vro abaoe 1993.