Isc'hys (Ισχυς e gregach) a oa mab da Elatos ha Hippeia, ha serc'heg da Goronis.

Ar vojenn kemmañ

Brazez e oa Koronis diwar an doue Apollon. Un deiz ez eas kuit an doue d'ober un dro da gêr Delfi hag e laoskas ar goantenn gant ur vran wenn.

Pell zo e vage Koronis karantez ouzh ar paotr Isc'hys, ha setu int o-daou en ur gwele. Petra a reas ar vran wenn nemet nijal da gontañ da Apollon (pe marteze da Artemis, pe da Athena) doare an darempredoù etre ar paotr Isc'hys ha Koronis difeal. Trelatiñ a reas Apollon pa glevas e oa dogan, ma troas pluñv an evn e du, hag e reas e stal d'an doganer Isc'hys ha d'e serc'h Koronis.


Levrlennadur kemmañ