Ivonet Omnes a oa ur c'hloareg breizhat eus ar XIVvet kantved.

Anavezet eo e anv dre ma voe skrivet gantañ war dornskrid latin Speculum Historiale Vincent de Beauvais (1184/1194-1264), bloaziet etre 1330 ha 1350. E marz an dornskrid latin-mañ e oa oc'h eilañ e skrivas un nebeud gwerzennoù krennvrezhonek. Diskoachet e voent d'an 20 a viz Genver 1913 gant Joseph Loth, hag embannet damc'houde er Revue Celtique. Sellet e vez outañ evel ar c'hoshañ skrivagner brezhonek anavezet.

Ne ouzer tra diwar-benn Ivonet Omnes, a c'hellfe bezañ ur c'hloareg laosk e spered e-keñver erbedennoù an Iliz.
Darn eus ar varzhoneg zo bet ijinet gantañ war a seblant, met gwelout a reer ivez pemp gwerzenn a zo bet anavezet evel roudoù ur son (lai e galleg kozh) a c'hellfe bezañ bloaziet war-dro an XIvet kantved hervez Léon Fleuriot.

Soñjal a rae L. Fleuriot eo tost gwerzaouiñ Ivonet Omnes ouzh cynghanedd lusg Kembre, a veze priziet gant ar varzhed kembraek e mare ar c'hrenngembraeg.

Goude reizhadurioù Léon Fleuriot e c'heller treuskrivañ elfennoù koshañ ar varzhoneg evel-henn :

an guen heguen am laouenas
an hegarat an lacat glas...
mar ham guorant va karantit
da vout in nos oh he kostit
uam guaret nep pret...
Ar wenn hewen am laouenas
An hegarad he lagad glas...
Mar am gwarant va c'harantez
Da vout en noz ouzh he c'hostez
Gwamm garet, nep pred...
An hini wenn minc'hoarzhus am laouenaas
An hini hegarat he lagad glas...
Mar am gwarant va c'harantez
Da vout en noz ouzh he c'hostez
Maouez karet, nep pred...

Hervez boazioù ar Grennamzer e veze kanet ar varzhoneg-se ha tost eo he gwerzaouiñ da hini Pemzec leuenez Maria.
Setu patrom ar gwerzaouiñ e barzhoneg Ivonet Omnes : ur silabenn e-kreiz ar werzenn a glot gant an eil diwezhañ evel-henn : - - - a - - a b.

Daveoù kemmañ

  • Léon Fleuriot, Langue et société dans la Bretagne ancienne, en Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, levrenn 1, pp. 18-20, Centre de Recherche Bretonne et Celtique (CRBC), 1987 (ASIN : B000WUGHTQ)
  • Lukian Raoul, Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien, p.332, Al Liamm, 1992 (ISBN 978-2-7368-0034-5)