Jachiam Bifrun (anavezet ivez evel Giachem pe Jacob) (Samedan, 8 a viz Ebrel 1506 - 13 a viz Kerzu 1572) a oa ur gwiraour suis eus Grischun.

Testamant Nevez J. Bifrun (1560)

Anavezet eo dreist-holl abalamour ma troas ha ma embannas, war e gont, an Testamant Nevez e romañcheg, deuet er-maez e 1560. Treiñ a reas anezhañ diwar testenn latin Erasmus, en un amzer ma ne oa geriadur romañcheg ebet c'hoazh.

Ganet e voe e Samedan, en Engiadina Uhel, en ur familh pinvidik. Studioù gwir a reas e Pariz, e Basel hag e Zürich. Gounezet e voe d'ar brotestantiezh goude ober anaoudegezh gant Ulrich Zwingli. E 1552 e stagas da dreiñ testennoù relijiel e romañcheg. Gant e droidigezh eus an Testamant Nevez ha labourioù all ez eo bet Bifrun unan eus diazezerien ar romañcheg skrivet en Engiadina.

Liamm diavaez kemmañ