Jack Butler (Jiwarli)

Arabat mesklañ gant ar skrivagner stadunanat, gwelet Jack Butler (skrivagner)

Jack Butler (4 Mae, 190110 Mae, 1986) oa komzer diwezhañ ar yezh Jiwarli en Aostralia. Gantañ e voe dastumet ar pezh brasañ a ouiomp hiziv diwar-benn ar yezh-mañ.

Mab ur mesaer deñved gwenn anvet Dick Butler hag ur vaouez aborigen anvet Silver e oa. Desavet e voe gant e vamm hag e leztad, Jinapuka, aborigen ivez, en Ullawarra Station ha Glen Florrie Station.

E Glen Florrie Station e kamp an Aborigened e teskas yezhoù ha boazioù dezho o sellout ouzh ar re gozh. Ar jiwarli a blije dezhañ ar muiañ. Deskiñ a reas anezhañ gant Wangki, pe 'Stumpy' evel e oa graet anezhañ gant ar re wenn. Deskiñ a reas ivez ar jurruru hag an thalanyji.

Tremen a reas al lod brasañ eus e vuhez den en oad e Mount Stuart Station e-lec'h ez eas e darempred gant giz-vuhez ar c'hornog. Dimeziñ a reas gant Molly Ashburton e 1927 ha pevar mab o doe. Mont a reas da vevañ war e leve en Onslow er bloavezhioù 1970 ha mervel a reas e Carnarvon d'an 10 a viz Mae 1986.

Liammoù diavaez kemmañ