Jack the Giant Killer

Jack the Giant Killer zo ur gontadenn saoznek eus Kerne-Veur diwar-benn ur paotr a lazhe ramzed en amzer ar roue Arzhur, pa oant stankoc'h eget hiziv en Enez Vreizh.

Ar ramz Cormoran, a voe trec'het gant Jack.

Taolioù, kig drailhet ha gwad zo e-leizh. Kavet ez eus bet elfennoù eus mojennoù Lec'hlenn ivez, hag eus re Bro-C'hall pa ya Jack d'ar ramz Galigantus, a zo damheñvel ouzh Paotr e varv glas. Ur gouriz en deus Jack hag a zo par da hini ar c'hemener bihan kalonek, gant Grimm, e gleze hud hag e zilhad zo evel re Meudig pe re lod harozed e kontadennoù Lec'hlenn.

Ne oa ket anavezet ar gontadenn a-raok an XVIIIvet kantved, pa voe embannet e 1711. Krediñ a c'haller ez eo un embanner a glaskas dastum istorioù ramzed da sevel ar gontadenn. Hervez ul lenneg ez eo abalamour ma oa aet skuizh al lennerien gant istorioù ar roue Arzhur ma oa bet klasket lakaat un haroz ordinaloc'h en e votoù. Anavezet e oa ar gontadenn gant an oberourien Henry Fielding, John Newbery, Samuel Johnson, James Boswell ha William Cowper.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.