Jacqueline Boyer, bet ganet Éliane Ducos e Pariz d'an 23 a viz Ebrel 1941, a zo bet ur ganerez c'hallek.

Jacqueline Boyer, luc'hskeudennet e miz Ebrel 1960.

Merc'h d'an arzourien Jacques Pills (1906-1970) ha Lucienne Boyer (1901-1983) ez eas ar maout ganti hag he c'hanaouenn Tom Pillibi, da-geñver Kenstrivadeg Eurovision ar c'han bet dalc'het e Londrez (Bro-Saoz) e miz Meurzh 1960.
Gopret e oa bet André Claveau (1911-2003) en he raok — e 1958 — gant e ganaouenn Dors, mon amour.