Jacques Pellen, ganet e Brest d'an 9 a viz Ebrel 1957 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Ebrel 2020 e Brest ivez[1],[2] a oa ur gitarour ha sonaozer breton.

Jacques Pellen e 2015

Pried e oa d'an delennerez Kristen Noguès, ha eontr d'ar gitarour Ronan Pellen.

E 2018 e voe embannet e bladenn ziwezhañ, A-hed an aber, ma son ar gitarour en e unan evit ar wech kentañ. Ar bladenn a oa un digarez evit distreiñ war hent e sonerezh.

E miz Ebrel 2020, Jacques Pellen a voe tapet gant ar SARS-CoV-2 ha kaset d'an ospital e-pad teir sizhun e Brest. Aet eo da Anaon d'an 21 a viz Ebrel 2020 d'an oad a 63 bloaz, sammet gant kleñved ar viruz COVID-19.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ