Jakob Jakobsen (22 a C'hwevrer 1864 - 15 Eost 1918) a oa ur yezhoniour faeroat. Eñ eo an den kentañ eus an inizi Faero a dapas un doktorelezh, gant ur studiadenn war an norseg komzet gwechall en inizi Shetland.

Un timbr en enor da Jakob Jakobsen

E vuhez kemmañ

Ganet e voe Jakobsen e Tórshavn, en inizi Faero, mab da Hans Nicolai Jacobsen eus Tórshavn ha Johanne Marie Hansdatter eus Sandoy. Ar bugel yaouankañ e oa er familh, goude div verc'h koshoc'h. Marc'hadour levrioù e oa e dad e Tórshavn, ha keiner levrioù.

Goude ar skol gentañ e Tórshavn ez eas Jakobsen da Zanmark da 13 vloaz. Eno e talc'has gant e studioù ha mont d'ar skol-veur da c'houde, da studiañ daneg, galleg ha latin. E 1897 e tapas un doktorelezh gant ur studiadenn diwar-benn “det norrøne sprog på Shetland” (an norseg e Shetland).

E labour kemmañ

Labourat a reas Jakobsen ivez war al lennegezh faeroek dre gomz, hag embann un dastumad kontadennoù ha mojennoù, Færøske Folkesagn og Æventyr. Sellet a rae ouzh ar mojennoù evel ur vammenn evit studiañ istor e enezeg. Studiañ a reas ivez anvioù-lec'h an inizi ha sevel a reas gerioù faeroek nevez. An hini kentañ e voe o tiskouez e oa lec'hanvioù keltiek en inizi Faero.

E 1891 e kenlabouras da sevel al levr Færøsk Anthologi, ennañ ur yezhadur ha pennadoù-lenn. E 1898 e kinnigas un doare-skrivañ nevez evit ar faeroeg, awenet gant e studiadennoù yezhoniezh. Klask a rae kinnig evel-se un doare-skrivañ aesoc'h evit ar vugale, met ne reas ket berzh ha dilezet e voe.

Evit sevenadur Shetland ez eo Jakob Jakobsen un den a bouez. Labourat a reas e levraouegoù Bro-Skos ha war an dachenn, en inizi, e 1893-1895. Dastum a reas danvez er skridoù hag o kaozeal gant an enezourien a gomze ur rannyezh levezonet gant an norseg. Embannet e voe frouezh e labour en ur geriadur bras, e peder levrenn, etre 1908 ha 1921, e daneg. Goude e voe troet e saozneg hag embannet e stumm div levrenn e 1928 ha 1932. Hiziv c'hoazh e seller ouzh an oberenn-se evel unan a bouez bras evit ar studioù skandinavek.