Japan Expo, berraet e Japan, Japex pe JE, zo ur saloñs gall diwar-benn ar sevenadurezh japanat. Lec'h ar saloñs a zo ar parc des expositions de Paris-Nord Villepinte, bep bloaz e vez anezhañ e-penn kentañ miz Gouhere, raloc'h ez eo dalc'het e fin miz Even. Padout a ra pevar devezh pad. Eno e vez tu prenañ mangaoù, c'hoarioù video, tresadennoù-bev japanat anime. Ouzhpenn-se e vez brudet sevenadur Japan dre an arzoù emgannañ, an dilhad, ar sonerezh (J-pop, Jrock, sonerezh hengounel Japan), ar sinema, ar sportoù, ar c'hosplay. Un digarez eo ivez evit an dud a vicher eus Japan ha broioù ar C'hornôg da eskemm ha sinañ kevradoù en ul lec'h prevez, graet Business Center anezhañ.

Aurore, krouerez skritelloù ar Japan Expo. A-dreñv dezhi logo ar saloñs.

Poltriji kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ