Jean-Marc Rouillan

skrivagner gallek

Jean-Marc Rouillan a zo bet ganet e 1952.

E 1968 Jean-Marc Rouillan en doa kemeret er c'h/CAL (Comité d'Action Lycéen) e Tolosa. Da heul ez eas e-barzh an emsav anarko-komunour er Groupes Autonomes Libertaires a oa oberiant tre en aloubiñ an uzinoù, ar paouez paeañ ar feurm er c'harterioù hag ar stourm a-enep d'ar Stad polis. Goude-se e stourmas e-barzh strolladoù enep-franco (d'ar c'houlz-se e veze graet Kerbenn spagn enep-franco eus Tolosa, ken niverus oa a stourmerien aet da gavout repu eno). J.M. Rouillan a oa unan eus ar re gentañ o kemer perzh er strollad kuzh MIL (Movimiente Iberico de Liberacion).

Distreiñ a reas e Bro-c'hall evit strollañ an emsavioù emren diveliel, pezh a ganas ar GARI (Groupes d’Action Révolutionnaire Internationalistes), bet oberiant tre e meur a vro en Europa a-bezh. Harzet e 1974, Jean-Marc Rouillan a voe distaoliet goude marv Franco, ha dieubet en nevez-amzer 1977.

Stourm a reas en-dro neuze evit sevel ur seurt talbenn emsavioù emrenn bet ganet goude miz Mae 1968, levezonet kalz ma oa gant tesennoù italian, ha savadegoù ar bloavezhioù 70. Labouraat a reas neuze evit stummañ strolladigoù kuzh, hag evit ledanaat ar resistañs enep ar c'h/kevala. Ganidigezh ar strollad Action Directe e deroù 1978 a voe disoc'h e labour. Harzet eo bet a-nevez e 1980 gant Nathalie Menigon, ha distaoliet eo bet en-dro e 1981. Harzet eo bet c'hoazh gant e gamaladed Joëlle Aubron, Nathalie Ménigon ha Georges Cipriani ar 21 a viz C'hwevrer 1987 e-barzh un ti-feurm e Vitry-aux-Loges (Loiret).

Strolladoù politikel niverus eus an tu kleiz asambles gant tud brudet a c'houlenn-groñs ma vefe dieubet prizonidi Action Directe.


Oberennoù kemmañ

  • Je hais les matins - Embannadurioù Denoël Impacts, 2001
  • Lettre à Jules - Embannadurioù Agone, février 2004
  • La Part des loups
  • Glucksamschlipszig, le roman du Gluk - Emb. L’Esprit Frappeur
  • Paul des Epinettes ou la Myxomatose panoptique - Emb. L’Insomniaque