Jean-Pierre Léaud, bet ganet d'an 28 a viz Mae 1944 e Pariz (Seine d'ar mare-se), a zo un aktour gall.

Jean-Pierre Léaud, luc'hskeudennet e miz C'hwevrer 2000.

Dibabet e voe e 1959 gant François Truffaut (1932-1984) da zelc'her perzh Antoine Doinel e-barzh Les Quatre Cents Coups kentañ film hir ar filmaozer gall : gwisket e voe dilhad an hevelep tudenn gant Léaud da-geñver L'Amour à 20 ans (1962), Baisers volés (1968, Domicile conjugal (1970) ha L'Amour en fuite (1979), kement a filmoù sevenet gant Truffaut.

Kemeret en deus perzh en hogos kant film evel aktour ha sevenet ur film berr (De quoi s'agit-il ?, 1974) hepken.

E filmoù er sinema (evel aktour) kemmañ

1950-1959 : daou film kemmañ

1960-1969 : ugent film (daou warn-ugent en holl) kemmañ

1970-1979 : daouzek film (pevar ha tregont en holl) kemmañ

1980-1989 : c'hwezek film (hanter-kant en holl) kemmañ

1990-1999 : trizek film (tri ha tri-ugent en holl) kemmañ

2000-2009 : dek film (trizek ha tri-ugent en holl) kemmañ

2010-2019 : daou film (pemzek ha tri-ugent en holl) kemmañ

Evel skoazeller-sevener e kemeras perzh e La Peau douce (Truffaut, Ebrel 1964), Une femme mariée (Godard, Kerzu 1964), Mata Hari, agent H21, Alphaville, une étrange aventure de Lemmy Caution, Pierrot le fou ha Made in USA ivez.

Liamm diavaez kemmañ