Jean Cras zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an 22 a viz Mae 1879 e Brest ha mervet eo d'ar 14 a viz Gwengolo e 1932 e Brest.

Jean Cras
Jean Cras

Buhezskrid kemmañ

E Brest eo bet ganet Jean Cras d'an 22 a viz Mae 1879. Brudetoc'h eo evit e vicher martolod eget evit e oberenn sonerezh daoust m'en deus skrivet ur bern pezhioù. Kreñv e oa ennañ ar c'hoant da vont d'ar morlu da ofiser. Daoust d’e vicher en deus bet skrivet sonerezh e-pad e vuhez. Pa ne oa nemet 13 vloaz, levezonet gant e familh, e skivas e oberenn gentañ. Donet a rae a-benn da skrivañ sonerezh e-pad e labour evit ar morlu. Sonaozet en deus Jean Cras ur bern pezhioù a-hed e vuhez, poulzet gant e zarempredoù mignoniezh gant Henri Duparc. E-pad m'emañ kelenner er Skol Verdeiñ e sav ur reolenn a zo gantañ c’hoazh e anv: "reolenn Cras". Ganti e c'haller jediñ ar c'heid war ar c'hartennoù-mor. Implijet e vez hiziv an deiz gant martoloded er bed a-bezh. "Deizlevr bourzh", e oberenn bennañ, a zigor dorioù bed Cras d'an dud. Gwelet a reer gant an oberenn-mañ penaos eo ar c'hardoù-beilh a rank ar vartoloded ober e-pad an noz e bourzh al listri. Echuiñ a ra e vuhez er morlu gant ar renk a eilamiral, penn-major porzh Brest. Marvet eo Jean Cras d'ar 14 a viz Gwengolo 1932 er gêr ma oa bet ganet, Brest.

Oberenn kemmañ

Ur mailh eo Jean Cras war an aozañ sonerezh-kambr. Pledet eo bet gantañ an holl zoareoù, eus ar sonatennoù d'ar pempadennoù. Eus ar c'hentañ e oar mestroniañ ar mousezteuler. Evel-just eo awenet gant e ved war vor evit sonaozañ. Diazezet eo e opera Polyphème war mojennoù ar mor. E gerzennoù a vez awenet koulz gant Breizh ha gant ar broioù bet gweladennet gantañ. Plijout a ra dezhañ livioù sonerezhioù Afrika pe re an Arabed. Aozet eo gantañ evel-se "Fleüt Pan", ur pezhiad dibar en e oberenn. Gouzout a ouie brezhoneg ivez. En e bezhiad "En Island" (gant dodennoù hañval ouzh ar re a oa bet pledet gant Ropartz e ra gant arroudennoù brezhonek. Ober a ra ivez gant tonioù dañs e-barzh tammoù sonerezh 'zo evel "Teir c'hanenn a Vreizh" pe "Ar Roue Loudivic".

Oberoù pennañ kemmañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù kemmañ

  • Andante relijiel 1901
  • Eneoù bugale 1921
  • Deizlevr bourzh 1927
  • Mojenn evit gaolvioloñs ha laz-seniñ 1929
  • Kengerz evit piano ha klaviaz 1931

Oberoù sonerezh kambr kemmañ

  • An Ene, eil sonadenn evit arvoud ha piano
  • Heuliad e daouad evit fleüt ha telenn
  • Triad niv. 1 1899
  • Ar spered (sonadenn) evit violoñs ha piano 1900
  • Douster an noz (sonennoù, evit piano ha sopran) 1901
  • Triad niv. 2 1907
  • Pevarad-kerdin "Da ma Breizh" 1909
  • Eneoù bugale, evit chwech dornig 1917
  • Ar Ginnigadenn lourennek (sonennoù, evit piano ha sopran) 1920
  • Ar Chig, evit gaolvioloñs ha piano 1920
  • Skeudenn (sonennoù, evit piano ha sopran) 1921
  • Pevarad-kerdin, evit daouad-piano (pevar dorn) 1921
  • Pempad evit piano ha pevarad-kerdin 1923
  • Feunteun (sonennoù, evit piano ha sopran) 1923
  • Pemp Robaiyat (sonennoù, evit piano hag usvoud) 1924
  • Triad niv. 3 1926-1927
  • Habanera evit violoñs ha piano 1927
  • Ton liesseurt evit violoñs ha piano 1927
  • Pempad evit fleüt, telenn, violoñs, arvoud, gaolvioloñs pe piano ha pevarad-kerdin 1928
  • Kounadenn evit violoñs ha piano 1928
  • Nozvezh war ar mor (sonennoù, evit piano ha sopran) 1929
  • Gourfennadenn evit violoñs ha piano 1929
  • Heuliad e daouad evit violoñs ha piano 1929
  • Mojenn evit gaolvioloñs ha piano 1930
  • Div ganaouenn (sonennoù, evit piano hag usvoud) 1932
  • Kengerz evit piano ha klaviaz (doare gant 2 biano) 1932

Oberoù piano ha kanaouennoù kemmañ

  • Primaozad bugulel 1900
  • Pezh berr 1901
  • Preludio con fughetta (barzhoneg kuzh) 1902
  • En Island (barzhoneg kuzh) 1902
  • Valsenn 1904
  • Parfetiz (barzhoneg kuzh) 1904
  • Gant red an dour (barzhoneg kuzh) 1911
  • Ti ar beure (barzhoneg kuzh) 1911
  • Maezadoù 1917
  • Deiz-ha-bloaz kentañ, "dam Yann-Bêrig" 1919
  • Danze 1920
  • Eneoù bugale 1922
  • Daou brimaozad 1926

Oberoù mouezh ha relejiel kemmañ

  • Polyphème, opera
  • Pezh evit kan ha piano
  • Oferenn evit 4 mouezh a capella 1907
  • Marvnadoù, 4 barzhoneg evit kan ha klaviaz 1912
  • Ar Ginnigadenn lourennek, evit mouezh ha laz-seniñ 1921
  • Feunteunioù, evit mouezhioù ha laz-seniñ 1923
  • Er menez 1925
  • Meulgan en eñvor ur santez 1925
  • Mouezheladennoù-studienn 1928
  • Fleüt Pan 1930
  • Tri nouel, evit mouezh ha laz-seniñ 1930

Pladennoù (dibab) kemmañ

  • Deizlevr bourzh, Eneoù bugale, Mojenn evit gaolvioloñs ha laz-senniñ, - Laz-seniñ Luksembourg, Jean-François Antonioli (Timpani)
  • Triad evit violoñs, isrebed ha gaolvioloñs, Pempad evit fleüt, telenn, violoñs, arvoud ha gaolvioloñs, Fleüt Pan - Triad Millière, Thomas Prévost (fleüt), Catherine Michel (telenn), Didier Henry (Quantum)
  • Triad evit violoñs, piano ha gaolvioloñs, sonadenn evit gaolvioloñs ha piano, largo - Philippe Koch (violoñs), Aleksandr Khramouchin (gaolvioloñs) hag Alain Jacquon (piano) (Timpani)
  • Oberoù evit piano - Alain Jacquon, piano (Timpani)
  • Oberoù evit violoñs ha piano - Marie-Annick Nicolas (violoñs), Jean-Pierre Ferey (piano) (Skarbo)
  • Polypheme - Laz-seniñ Luksembourg, Bramwell Tovey (Timpani)
  • Kanaoeuennoù gant laz-senniñ - Ingrid Perruche, Philippe Do, Lionel Peintre - Laz-seniñ Breizh, Claude Schnitzler (Timpani)

Liammoù kemmañ

Gwelet ivez kemmañ

Listenn ar sonaozourien