Jean Ollivro a zo ur c'helenner skol-veur douaroniezh breizhat. Ganet eo bet d'an 12 a viz Eost 1962 e Gwengamp (Bro-Dreger).

Buhez kemmañ

Mab da Edouard Ollivro eo, bet maer Gwengamp ha kannad.

Prezidant ar bodad prederiañ Bretagne Prospective eo. Krouet e oa bet ar bodad gwechall war atiz Jean-Jacques Kérourédan, Martial Gabillard ha Claude Champaud.

Kelenner eo e Skol-veur Roazhon 2. Reiñ a ra kentelioù e Skol-uhel ar Skiantoù Politikel (e galleg: IEP, Institut d'Études Politiques) Roazhon ivez.

Arbennigour eo war aozadur an tiriadoù ha diorren ar rannvroioù.

An treuzdougen, an tizh ha Breizh eo e zodennoù imbourc'h pennañ.

Degaset en deus ar meizad a "renkad heloc'h" a ra eus an doare da implijout ar binvioù treuzdougen ur vammenn a ziforc'hidigezh sokial : tud zo a vez o vont ha dont dre zibab, re all a zo rediet d'en ober.

Arbennigour war Vreizh e stourm Jean Ollivro evit Breizh Unvan gant departamant al Liger-Atlantel. Jean Ollivro a oa e-touez a re o deus savet ar "Galv da Vreizh en He fezh" (Appel à la Bretagne Tout Entière) e miz C'hwevrer 2009.

Prezidant ar gevredigezh Bretagne Prospective / Breizh Diawel eo abaoe ar 6 a viz Mae 2004.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2005.

Levrioù kemmañ

  • L’homme à toutes vitesses De la lenteur homogène à la rapidité différenciée, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 2000, 184 p. (ISBN 2-86847-477-2)
  • La Bretagne en l'an 2000 : diagnostic et tendances prospectives, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 2000, 104 p. (ISBN 2-86847-486-1)
  • La Bretagne au cœur du monde nouveau (gant Joseph Martray), Les portes du large, 2001, 150 p. (ISBN 2-914612-00-1)
  • La Bretagne réunifiée, une véritable région européenne ouverte sur le monde (gant Joseph Martray), Les Portes du Large, 2001, 150 p. (ISBN 2-914612-06-0)
  • Les paradoxes de la Bretagne, Éditions Apogée, 2005, 175 p. (ISBN 2-84398-170-0)
  • Bretagne 150 ans d’évolution démographique, Presses universitaires de Rennes, 2005, 366 p. (ISBN 2-75350-086-X)
  • Quand la vitesse change le monde, Éditions Apogée, 2006, 255 p.
  • La machine France. Le centralisme ou la démocratie ?, Édition Le Temps, 2006, 256 p.
  • Projet Bretagne, Éditions Apogée, 2010, 160 p.
  • La Nouvelle économie des territoires, Éditions Apogée, 2011, 176 p. (ISBN 2-84398-381-9)

Mammennoù kemmañ