Ur jederez zo un ijinenn hezoug elektronek evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù niveroniel eeun betek ar jedoniezh kemplezh. E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe krouet an hini gentañ, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar mikroprosesor Intel 4004 gant Intel evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar grug elektronek e teuas bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.

Ur jederez godell elektronek gant ur skramm strinkennoù liñvel (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù

Bremaén emañ skalf ar jederezioù eus ar re varc'hadmat-kenañ, mentet evel ur gartenn-vank, betek ar re solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù trigonometriezh ha stadegouriezh. Un benveg boas eo evit ar skolidi hag ar studierien.

Gant binvioù all e vez programmoù jediñ etreoberiat, evel ar PDA (Personal Digital Assiastant), ar pellgomzerioù hezoug ha reizhiadoù korvoiñ an urzhiaterioù abaoe an UNIX kentañ.

Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù kemmañ

 
Boulaoueg sinaat o tiskouez an niver 37 925
 
Curta (1948)
 
Rannoù hag o c'hevatalioù e niveroù degel war skramm ur jederez skiantel

Ar jederezioù n'int ket mekanikoù, ardivinkoù int. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavarer ket rak gant ar reizhiad daouredel e reont o jedadurioù. Kemer a rejont o flas pa voe aet ar munudikaat war-raok, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.

Benveg kentañ ar jediñ eo ar voulaoueg implijet gant ar Sumeridi hag an Egipsianed kozh a-raok 2000 kent JK. En Azginivelezh e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant Wilhelm Schickard hag un nebeud dekvloavezhiadoù goude gant Blaise Pascal. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez: sammadur, lamadur, liesadur ha rannadur. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant Gottfried Leibniz, rod Leibniz. Eus an XIXvet kantved betek kreiz an XXvet kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.

E 1948 e voe fardet ar jederez Curta, un ijinenn jediñ hezoug, ken aes da zornata hag ur pebrer ha gant ur zordnikell evel ur vilin-gafe. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez hag ar wriziennoù karrez.

Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe gwerzhet jederezioù a-leizh gant embregerezhioù evel Texas Instruments, Casio ha Hewlett-Packard.

Deskrivadur kemmañ

Un douchennaoueg o devez gant pouezelloù evit ar sifroù hag ar jedadennoù niveroniezhel. Lod anezho o deus pouezelloù "00" ha "000" da enankañ aes niveroù bras. Gant ar jederezioù diazez e klot pep pouezell gant ur sifr pe un oberadenn hepken, gant re all e vez pouezelloù liesimplij alies.

Renkadur ar pouezelloù kemmañ

Sed amañ renkadur boaz ur jederez godell diazez, hag o zalvoudegezh.

MC MR M− M+
C ± %
7 8 9 ÷
4 5 6 ×
1 2 3
0 . = +
MC pe CM Diverkañ ar Memor (Memory Clear)
MR, RM, pe MRC Derc'hel soñj (Memory Recall)
M− Lemel eus ar Memor
M+ Sammañ er Memor
C pe AC Diverkañ (All Clear)
CE Diverkañ ar Moned (Clear (last) Entry)
± pe CHS Cheñch an niver e muiel pe leiel (CHange Sign)
% Dregantad
÷ Rannadur
× Liesadur
Lamadur
+ Sammadur
. Dekrannenn
Gwrizienn garrez
= Disoc'h