Jili Montmorency-Laval, anavezet evel Jili Raez ha lesanvet "Suner-gwad Breizh" a oa bet ganet e miz Gwengolo pe Here war-dro ar bloaz 1405 e kastell Machikoul pe hini Champtocé-sur-Loire. Marichal Bro-C'hall e voe, hag ambroug a reas Janed Ark e-kerzh hec'h emgannoù.

Gilles de Rais, vampire de Bretagne, skeudenn gant Louis Charles Bombled evit Histoire de France Jules Michelet

Perzh a gemeras er Brezel Kant Vloaz kent kas ur gwall vuhez ken na voe tamallet dezhañ oberoù a sorserezh, sodomiezh, ha muntrañ tregont krouadur. D'ar 25 a viz Here 1440 e voe barnet d'ar marv : kerkent hag antronoz e voe krouget ha peuzdevet e Naoned. Douaret e voe e gorf en iliz kouent ar C'harmezed da-c'houde.

Sevenadur kemmañ

Savet ez eus bet ur c'hoarigan, Gilles de Retz e anv, gant an sonaozer breizhat Paul Ladmirault (1877-1944) hag a voe leurennet e kêr Naoned d'an 18 a viz Mae 1893.

Levrlennadur kemmañ

  • Georges Bataille, Procès de Gilles de Rais. Documents précédés d'une introduction de Georges Bataille, Club français du livre, 1959. Adembannet gant JJ Pauvert, 338 p., 1965 ha 1977 (ISBN 978-2-7202-0177-6)