João IV de Portugal (Vila Viçosa 1604 – 1656 Lisboa ), lesanvet João o Restaurador, dug Bragança entre 1630 ha 1645, a oa roue Portugal hag an Algarves adal 1640 betek e varv. Gantañ e voe kaset brezel dizalc'hted Portugal goude ma oa bet aloubet ar vro gant Spagn.

João IV, roue Portugal.

E vuhez kemmañ

Mab-bihan e oa da dugez Bragança, ha mab da Teodósio II Bragança (1568-1630), 7vet dug Bragança entre 1583 et 1630, ha da Ana Velasco (marvet en 1607). Anavezet e voe evel João II Bragança (1630-1640), pa oa 8vet dug Bragança.

Dimeziñ a reas d(ur briñsez spagnol Luisa de Guzmán e 1633. Seizh bugel o doe :

  • Teodósio, Priñs Brazil (1634-1652), marvet divugel
  • Ana Bragança (1635)
  • Joana, Priñsez Beira (1635-1653)
  • Catarina Bragança, rouanez Bro-Saoz (1638-1705)
  • Manuel Bragança (1640)
  • Afonso VI, roue Portugal war-lerc'h e dad (1643-1683)
  • Pedro II Portugal, roue war-lerc'h e vreur Afonso (1648-1706)