João Pessoa eo anv kêr-benn stad Paraíba, e Brazil. Anavezet eo evel ar gêr ma sav an heol abretañ, abalamour m'emañ e-kichenik Ponta do Seixas, al lec'h reterañ en Amerika. Se zo kaoz eo lesanvet "Porta do Sol", Dor an Heol.

Kêr João Pessoa, en arvor Paraíba.
Sede pelec'h emañ João Pessoa, e Paraíba.

Anv kemmañ

Pa voe krouet em 1585 e oa anvet Filipéia de Nossa Senhora das Neves ("Itron Varia an Erc'h", pa oa bet savet deiz ar gouel-se). An trede koshañ kêr e Brazil eo, hag an hini diwezhañ savet er XVIvet kantved.