João Portugal (1537-1554)

Ur pennad João Portugal zo ivez.

João Manuel de Portugal (1537-1554) a oa priñs pennhêr Portugal, ha priñs Brazil.

João Manuel de Portugal

E vuhez kemmañ

Mab e oa d'ar roue João III Portugal ha d'ar rouanez Katelin Kastilha. Goude marv e vreudeur goshoc'h e voe anvet da bennhêr en 1539.

Dimeziñ kemmañ

Dimeziñ a reas e kêr Toro, e Spagn, e Kerzu 1552, d'e geniterv Janed Aostria, c'hoar da Fulup II.

Janed a c'hanas ur bugel dalif, triwec'h deiz goude marv he fried d'an 20 a viz Genver 1554, ur mab e oa hag a voe anvet Sebastião hag a voe roue Portugal .