Joachim von Ribbentrop

Ulrich Friedrich Wilhelm Joachim von Ribbentrop, ganet d'an 30 a viz Ebrel 1893 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Here 1946, anavezetoc'h evel Joachim von Ribbentrop, a oa maodiern an aferioù estren evit an Trede Reich etre 1938 ha 1945.

Joachim von Ribbentrop
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJoachim von Ribbentrop Kemmañ
Anv ganedigezhUlrich Friedrich Wilhelm Joachim Ribbentrop Kemmañ
Anv-bihanUlrich, Friedrich, Wilhelm, Joachim Kemmañ
Anv-familhRibbentrop, von Ribbentrop Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Ebr 1893 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWesel Kemmañ
Deiziad ar marv16 Her 1946 Kemmañ
Lec'h ar marvNuremberg Court Prison Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Lec'h douaridigezhWenzbach Kemmañ
TadRichard Ribbentrop Kemmañ
MammJohanne Sophie Hertwig Kemmañ
PriedAnnelies von Ribbentrop Kemmañ
BugelRudolf von Ribbentrop, Bettina von Ribbentrop, Ursula von Ribbentrop, Adolf Richard von Ribbentrop, Barthold von Ribbentrop Kemmañ
FamilhRibbentrop Kemmañ
Den heverkMartin Horn, Victor Rinke, Georg Fröschmann Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Place of detentionNuremberg Court Prison Kemmañ
Kondaonet evittorfed a-enep Mab-Den Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of Nazi Germany, German Foreign Minister, ambassador of the German Reich Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Fabert Kemmañ
Lec'h annezSuis, Bro-Saoz, Kanada, Alamagn, Dahlem Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Strollad etnekGermans Kemmañ
Perzhiad eInternational Military Tribunal Kemmañ
Grad milourelOberleutnant, Obergruppenführer Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel, Travellers Club Kemmañ
Assessmentintelligence test Kemmañ
Roll elfennoùQ96474109 Kemmañ
Joachim von Ribbentrop e 1938

Ribbentrop a oa bet pignet etrezek Adolf Hitler dre ma oa un den a aferioù en devoa beajet kalz gant un anaoudegezh kalz ledanoc'h eus ar bed estrenevit na oa hini forzh peseurt penn uhel Nazi. Ouzhpenn da-se e oa doujet e bed an aferioù. Prestet en devoa e di evit ar gejadenn guzh e miz Genver 1933 a lakaas Hitler war ar renk evit bezañ kañseller Alamagn. Deuet e oa da vezañ kuzulier Adolf Hitler, betek heugiñ an izili all eus ar strollad nazi. Evit tud all er strollad nazi, Ribbentrop ne oa nemet un den hep damant ha dic'houest. Fiziet e voe ennañ memestra ar post a gannadour e Court of St James (evit Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon) e 1936 ha goude-se maodiern aferioù estren Alamagn adalek miz C'hwevrer 1938.

Moskva, Jozef Stalin ha Ribbentrop o sinañ an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet

A-raok an Eil Brezel-bed e voe unan eus ar re a savas ar Pakt dir (an emglev etre Alamagn hag Italia faskour) ha goude-se e oa deuet a-benn da sevel an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet, brudet evel Pakt Molotov–Ribbentrop (feur-emglev alaman-soviedel). Goude 1941, levezon Ribbentrop a oa aet war zigreskiñ kalz.

Harzet e miz Even 1945, Ribbentrop a voe barnet e-pad Prosez Nürnberg. Tamallet e voe dezhañ bezañ e-touez ar re kiriek d'an Eil brezel-bed, ha diazezerien an Holokost. D'ar 16 a viz Here 1946 e voe ar c'hentañ den barnet ha kondaonet d'ar marv o vezañ krouget.