Joan Maragall i Gorina, ganet e Barcelona d’an 10 a viz Here 1860 ha marvet er memes kêr d’an 20 a viz Kerzu 1911, a oa ur skrivagner eus Katalonia.

Joan Maragall e 1903

Buhez kemmañ

Eus ur familh bourc’hizien e oa Joan Maragall ; e penn ul labouradeg gwiadoù edo e dad. Studioù war ar gwir a reas ar paotr met ne adkemeras ket stal ar familh. Labourat a reas un tammig en ur c’habined alvokaded a-raok labourat evit kazetennoù, Diario de Barcelona ha La Veu de Catalunya' da gentañ ha La Ilustració Catalana diwezhatoc'h. Dre e bennadoù e klaskas lakaat soñjoù modern da dremen e-touez bourc’hizien ha mirourien Katalonia. E-kichen e labour kazetennerezh e savas e-leizh a varzhonegoù ha kenlabourat a reas gant kelaouennoù lennegel evel L'Avenç, Catalònia pe Joventut. Unan eus tud anavezetañ kelc’hioù lennegel Katalonia e oa en e amzer ha klask a reas digeriñ ar vro war-zu Europa. Treiñ a reas oberennoù lennegel alamanek ivez, gant Goethe, Nietzsche, Novalis ha re all c’hoazh, hag evel-se e lakaas Katalaniz da ober anaoudegezh gant lennegezh Alamagn.

Gantañ e voe savet ar varzhoneg Cant de la senyera ("Kan ar banniel"), a voe lakaet sonerezh warni ha kanet gant laz-kanañ an Orféo Català. Kanet e voe evit ar wech kentañ e Montserrat e 1896 e-pad ul lid ma voe benniget banniel Katalonia. Implijet e voe Cant de la senyera, e-kichen Els Segadors evel unan eus kanaouennoù broadel Katalonia betek 1993. Er bloavezh-se e voe lakaet Els Segadors da ganaouenn vroadel en un doare ofisiel.

Ma oa stag-mat Maragall ouzh ar c’hatalaneg en deus bet skrivet pennadoù e spagnoleg ivez. A-fet mennozhioù politikel, hag eñ brogarour, e teuas da vezañ a-du gant ar soñj da gaout ur stad kevreadel evit al ledenez iberek : er c’hevread-se e vefe unanet evel pobloù dizalc’h holl vroadelezhioù al ledenez[1].

Mervel a reas e Barcelona ha beziet e voe e bered karter Sant Gervasi, e Barcelona.

Daou eus e vugale-vihan zo anavezet e buhez politikel Katalonia : Pasqual Maragall (bet maer Barcelona ha prezidant Generalitat Katalonia) hag Ernest Maragall.

Notennoù kemmañ

  1. «la pàtria ibèrica comuna» a skrive-eñ e skridoù evel L'ideal ibèric pe La integritat de la pàtria.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.