Joanes Leizarraga Lermanda (Jean de Liçarrague-Lermande e galleg) a oa ur beleg euskarat er XVIvet kantved.

Ganet e oa bet e Beskoitze (Lapurdi) e 1506. Goude bezañ aet da veleg katolik e troas ouzh ar brotestantiezh e 1559. Evel kalz a brotestanted all er vro e voe gwarezet gant Janed Albret, rouanez Navarra. Pastor protestant e voe e-pad un tregont vloaz bennak e Bastida.

E miz Meurzh 1563 e voe goulennet ouzh Leizarraga treiñ an Testamant Nevez en euskareg, gant Sened protestant Pau ha gant ar rouanez Janed III Navarra. Embannet e voe e droidigezh, gant ti-moullañ Pierre Hautin, er Roc'hell, e miz Gwengolo 1571, dindan an titl Iesus Christ Gure Iaunaren Testamentu Berria[1],[2]. En e droidigezh e kaver elfennoù eus meur a rannyezh euskarek, rannyezh Lapurdi, hini Nafarroa Beherea ha hini Zuberoa. Sellout a reer ouzh labour Leizarraga evel ar striv kentañ da sevel ur yezh skrivet unvan evit an euskareg.

Barrek e oa Joanes Leizarraga war an euskareg, an okitaneg, ar galleg, ar spagnoleg, al latin hag an henc'hresianeg.

Mervel a reas e 1601 e Bastida, e Nafarroa Beherea.

Notennoù kemmañ

  1. Joanes Leizarraga: Iesus Krist Gure Iaunaren Testamentu Berria
  2. Iesu Grist, Gure Iaunaren Testamentu Berria, La Biblia de Leizarraga