Johannes Tauler (Taulerus e latin), ganet eo bet e Straßburg war-dro 1300 hag aet eo da Anaon d'ar 15 a viz Mezheven 1361 er memes kêr, a oa un teologour ha prezeger dominikan kevrinek elzasat.

Delwenn Tauler en iliz "Jung Sankt-Peter protestantisch" e Straßburg.

Buhez kemmañ

Un diskbl da Vestr Eckhart eo bet. Gwelet eo ebel unan eus pouezusañ kevrinidi katolik ar Rheinland eus ar mare.

Deuet eo da vezañ ezel eus urzh ar vreudeur prezegerien war dro pemzek vloaz. Stummet eo bet e kouent Straßburg an urzh. Levezonet don eo bet gant Mestr Eckart a brezege e gêr-se etre 1313 ha 1326. Ne ouzer ket resis peseurt darempred oa etre an daou den. Mont a reas goude da Skolaj Köln an dominikaned ha da Skolaj Sant-Jakez Pariz marteze a-raok distreiñ da Straßburg.

Lakaet e voe Straßburg dindan interdid gant ar Pab e 1324 evel un toullad kêrioù all. Kuitaat a reas Johannes Tauler ar gêr gant an dominikaned evit ober e annez e Basel.

Kregiñ a reas da brezegenniñ e Straßburg e 1330. Bez' e oa eizh kouent dominikanezed e kêr d'ar c'houlz-se. Seblantout a ra sarmonioù Tauler evel re Mestr Eckhart pe Heinrich Seuse bezañ bet savet evit kumuniezhioù leanezed.

E 1338 pe 1339 e voe skarzhet an dominikaned eus Straßburg abalamour d'an dizemglev etre ar Pab Yann XXII hag an Impalaer Ludwig IV. Tremen a reas Tauler e amzer harlu e Basel (war-dro 1339-1343). Eno ez eas e darempred gant ul luskad beleien ha liked deol anvet "Mignoned Doue" (Gottesfreunde]. Kavet a vez meneg eus al luskad-se en e sarmonioù hag el lizhiri eskemmet gant ar beleg Heinrich von Nörlingen hag e vignonez speredel an dominikanez Margaret Ebner.

Retorn a reas da Straßburg e 1343. Kalz gwalleurioù a skoas ar geoded er bloavezhioù-se. Kren-douar ha tan-gwall e 1346. Bosenn zu etre fin 1347 ha 1349. Lavaret e vez e chomas Tauler e kêr evit frealziñ an annezidi.

Beajiñ a reas kalz e-kerzh an ugent vloaz diwezhañ eus e vuhez. Da gKöln peurgetket. Un toullad eus e sarmonioù a voe distaget eno.

Beziet eo bet en Iliz an dominikaned e Straßburg.

N'eus lezet pleustrad ebet met ur pevar-ugent sarmon bennak. Krog e oad d'o dastum pa oa bev c'hoazh.

Moullet e voent evit ar wech kentañ e Leipzig e 1498. Advoullet en Augsburg e 1508. Advoullet in bet goude asambles gant skridoù gant Eckhart ha re all e Basel (1521 ha 1522), Halberstadt (1523), Köln (1543) ha Lisboa (1551). Moullet e voe un droidigezh e latin e Köln e 1548 ha 1553. Meur a embannadur a voe en XIXvet kantved hag en XXvet kantved.

Gwelet int evel oberennoù a-bouez ken e keñver preder hag e-keñver stil.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.