John Cassell (Manchester, 23 a viz Genver 1817Londrez, 2 a viz Ebrel 1865) a oa ur skrivagner, embanner ha mouller a orin saoz.

John Cassell
Ar Grasoù dres a-raok emgann Azincourt. Skeudenn tennet eus Cassell's History of England lodenn 1.

Saver an embregerezh Cassell & Co e voe, un ti-moullañ brudet evit e levrioù deskadurezh hag e embannadurioù romantoù a lodennoù. Bez' e voe unan eus an embregerezhioù kentañ oc'h embann istorioù a-lodennoù.
Ouzhpenn da se e oa brudet Cassel evit bezañ ur marc'hadour te ha kafe hag ur poster arc'hant e bed an aferioù. Kristen kredour done oa, stourmet en deus e vuhez-pad a-enep an alkoolegezh en temperance movement e Bro-Saoz.
Stourmet en devoa ivez evit digreskiñ an tailhoù war an embann, hag evit degas deskadurezh d'an dud vunut. Soñjal a rae dezhañ e oa ret deskiñ renkad al labourererien evit gwellaat e stad truezus. Embann a rae levrioù ha kazetennoù evit degas deskadurezh ha sevenadur d'ar brasañ niver.