John Herbert Dillinger, ganet d'an 22 a viz Even 1903 en Indianapolis hag aet da Anaon d'an 22 a viz Gouhere 1934, a oa ur gangster stadunanat brudet e-pad marevezh ar Great Depression (ar Fallaenn Veur, 19331934) e Stadoù-Unanet Amerika. Kas a rae da benn e obererezhioù torfedouriezh gant ur strollad tud lesanvet an Dillinger Gang pe an Terror Gang, hag a voe lakaet da gablus evit laeroñsi 24 bank, pevar c'homiserdi, hag evit torfedoù niverus all.
Div wech ez eo tec'hec'het kuit Dillinger diouzh an toull-bac'h.

John Dillinger
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhDillinger Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1903, 22 Mez 1903 Kemmañ
Lec'h ganedigezhIndianapolis, Brightwood Kemmañ
Deiziad ar marv22 Gou 1934 Kemmañ
Lec'h ar marvChicago, Biograph Theater Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhCrown Hill Cemetery Kemmañ
Micherbank robber Kemmañ
Strollad etnekwhite people Kemmañ
John Dillinger
Skritell klask war-lerc'h Dillinger

Dillinger e oa bet an trofedour brudetañ er Stadoù-Unanet e-pad marevezh ar Fallaenn Veur, o vezañ lakaet war-wel muioc'h c'hoazh evit an torfedourien Baby Face Nelson, Pretty Boy Floyd pe Bonnie and Clyde. Ur brouen anat e voe embannadur al levr meur diwar-benn torfedourien ar marevezh-se bloavezhioù war-lerc'h, a voe titlet The Dillinger Days (An Devezhioù Dillinger).

Trubardet gant Ana Cumpănaş, a oa perc'hennez war ur fouzhlec'h ma oa bet kavet goudor gant Dillinger, e voe adkavet gant an FBI. Lazhet e voe pa oa o vont er-maez eus ar sinema (Biograph Theater) e Chicago d'an 22 a viz Gouhere 1934 gant un ezel eus an FBI anvet Melvin Purvis, hag e skipailh. Peder gwech e oa bet tennet warnañ pa glaskas tapout ur bistolenn en unan eus e c'hodelloù.

Istor kemmañ

Kroget e oa gant an torfederezh da 20 vloaz pa laeras un oto e Mooresville, Indiana hag ez eas gant ur veaj glepaj dre Indianapolis. Talet gant an archerien hag gloazet don ganto e voe rediet da emezeliñ en Navy evit chom hep bezañ bac'het. Chom a reas un nebeud mizvezhioù war vourzh ar vag Utah. Ken dichek e veze gant an ofiserien ma tremen e amzer en toull. Pa eorias ar vag e Boston e tec'has John Dillinger eus an Navy.

Notennoù ha daveennoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.