John Donne (distagadur : /dʌn/ ; skritur a-vremañ : Dun ; Londrez, 22 a viz Genver 1572 - idem, 31 a viz Meurzh 1631) a oa ur barzh hag ur prezegenner saoz en amzer ar roue James VI ha I. E-touez e oberennoù e kaver barzhonegoù karantez, sonedennoù relijiel, troidigezhioù diwar al latin, marvnadoù, kanaouennoù ha sarmonioù.

Poltredet gant Isaac Oliver (†1622)

Unan eus e oberennoù anavezetañ eo Meditation XVII, ur skrid e komz-plaen bet embannet e 1624 e Devotions Upon Emergent Occasions, and severall steps in my Sickness. Ennañ emañ ar rannbennad-mañ :

No man is an Island, entire of itself; every man is a piece of the Continent, a part of the maine; if a Clod be washed away by the Sea, Europe is the lessee, as well as if a Promontorie were, as well as if a Manner of thy friends or of thine owne were; any man's death diminishes me, because I am involved in Mankind; And therefore never send to know for whom the bell tolls; it tolls for thee.
"Den ebet n'eo un enez, distag diouzh pep tra ; pep den zo un tamm eus ar c'hevandir, ur rann eus ar braz. Pa vez sammet ur voudenn gant ar mor e vez bihanaet Europa, koulz ha pa vefe sammet ur beg-douar, pe unan eus douaroù da vignon pe dit : marv pep den am bihana, peogwir ez on un tamm eus an denelezh, ha neuze na glask nepred gouzout evit piv e tint ar glaz ; evidout e tint."
— John Donne, Meditation XVII, §4

Aze e ra John Donne anv eus ar c'hleier hag ar marv evit prederiañ war ar vuhez ha dezastum e rank an holl mervel. Gant Ernest Hemingway eo bet adkemeret ar skeudenn-se ha lakaet « For whom the bells toll » da ditl unan eus e romantoù, embannet e 1940 diwar-benn Brezel Spagn.

Liamm diavaez kemmañ