John Dryden (9 Eost 1631 - 12 Mae 1700) a oa ur skrivagner saoznek a bouez e lennegezh Bro-Saoz er XVIIvet kantved.

John Dryden

Buhez kemmañ

Ganet e voe Dryden en ur gêriadenn eus Northamptonshire. E 1644 ez eas da Westminster School, e Londrez, hag e 1650 da Trinity College e Cambridge. E 1654 e varvas e dad ha ne chomas ket kalz a dra gant ar mab da vevañ.

Mont a reas da Londrez hag eno e kavas labour dindan gouarnamant Oliver Cromwell. E 1658 e savas ur marvnad da g-Cromwell goude marv hennezh. E 1660 avat e embannas ur meulgan da Charlez II hag adsavidigezh ar rouantelezh. Embann a reas meulganoù all en enor d’ar roue ha buan e teuas da vezañ ur barzh anavezet hag ur skridvarnour doujet.

D’ar 1añ a viz Kerzu 1663 e timezas Dryden da Elizabeth Howard, a oa c’hoar da Robert Howard, anavezet evel aozer pezhioù-c’hoari hag a-du gant ar roue.

Er bloavezhioù goude e savas Dryden kalz barzhonegoù, pezhioù-c’hoari ha troidigezhioù. E-pad pore bosenn Londrez en em dennas e Wiltshire. Eno e savas Of Dramatick Poesie, un arnodskrid da zifenn arz ar c’hoariva. E 1668 e voe anvet da "poet laureate", da lavaret eo da varzh ofisiel ar Rouantelezh.

Pa voe diskaret Jakez II, e nac’has Dryden touiñ le da William III, ha neuze e kollas e bost barzh ofisiel el lez. Evit gounit e vuhez e troas oberennoù Vergilius ha barzhed all eus an Henamzer. Gant e droidigezh diwar Vergilius e c’hounezas Patrom:Formatnum :1400 lur, ur sammad bras en amzer-hont. Mervel a reas e 1700 ha beziet e voe en Abati Westminster.

Brud kemmañ

Pa oa bev e veze sellet ouzh Dryden evel brasañ skrivagner e amzer ha levezon en doe war kalz skrivagnerien all en amzer-hont. Dindan e levezon e voe skrivet gwerzennoù pemptroadek gant an darn vrasañ eus ar re a save barzhonegoù en XVIIIvet kantved.

Bremañ c'hoazh eo brudet e flemmskridoù o deus levezonet tud all, evel da skouer Alexander Pope.

Oberennoù kemmañ

Komz-plaen kemmañ

  • Of Dramatick Poesie (1668)

Barzhonegoù kemmañ

  • Astraea Redux (1660),
  • Annus Mirabilis (1667),
  • Absalom kaj Achitophel (1681),
  • MacFlecknoe (1682),
  • Religio Laici (1682),
  • A song for St Cecilia (1687)
  • Fables, Ancient and Modern (1700),

Pezhioù-c’hoari kemmañ

  • The Wild Gallant (1663),
  • The Indian Emperour (1665),
  • The Maiden Queen (1667),
  • An Evening's Love (1668),
  • The Conquest of Granada (1670),
  • The Assignation (1672),
  • Marriage à la mode (1673),
  • Aureng-zebe (1675),
  • All for Love (1678), diwar-benn istor karantez Kleopatra ha Marcus Antonius

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.