John Rhŷs pe John Rhys (21 Mezheven 1840 - 17 Kerzu 1915) a oa ur skolveuriad kembreat ganet e-kichen Ponterwyd, e Ceredigion. Anavezet eo e labourioù war ar yezhoù keltiek ha, dreist-holl, war ar skridoù krenngembraek. Ezel e voe eus ar British Academy hag ar c'hentañ kelenner war ar c'heltieg e voe e Skol-veur Oxford.