John William Waterhouse

John William Waterhouse (6 a viz Ebrel 1849 e Roma - 10 a viz C'hwevrer 1917 e Londrez) a oa ul livour breizhveuriat nevezklasel ha rakrafaelour, brudet dre ma savas livadurioù o tiskouez maouezed ha diazezet war ar mojennerezh hag al lennegezh.

An nezerez (1874)
I am half-sick of shadows, said the lady of Shalott - Aet on skuizh gant skeudoù, eme itron Shalott (1916)

E vuhez kemmañ

E Roma e voe ganet, hag eñ mab d'al livourien William hag Isabela Waterhouse. Pemp bloaz e oa pa zilojas e familh da South Kensington, e Londrez, e-kichen ar Victoria and Albert Museum. Gant e dad e teskas livañ ha degemeret e voe er Royal Academy of Arts e 1870. E oberennoù kentañ a voe klasel-tre, diwar skouer re Alma-Tadema ha re Frederic Leighton.

E 1874 e kinnigas e oberenn Sleep and His Half-Brother Death da-geñver diskouezadeg-hañv ar Royal Academy, ha degemeret mat-tre e voe an daolenn. Betek e varv e kinnigas oberennoù bep bloaz pe dost d'ar Royal Academy. E 1883 e timezas gant Esther Kenworthy.

E 1895 e voe dilennet d'ar Royal Academy.

The Lady of Shalott eo e daolenn vrudetañ. Teir zaolenn a savas war an tem-se, e 1888, 1896 hag e 1916.

Pennad kar kemmañ

Diskouezva kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.