Jordan Bankston Noble

Jordan Bankston Noble anvet ivez Jordan B. Noble, ganet d'ar 14 a viz Here 1800 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Even 1890, a oa ur soudard afro-amerikan brudet evit bezañ bet tabouliner en Emgann New Orleans e-kerzh Brezel 1812. Noble hag e daboulin o devoa c'hoariet ur roll hollbouezus evit reiñ urzhioù ar c'homandant e-pad an dagadenn a-enep unvezioù ar Rouantelezh-Unanet d'an 23 a viz Kerzu 1814 hag an argadenn ganto d'an 8 a viz Genver 1815. Jordan Noble en doa kemeret perzh ivez er Brezelioù Seminole, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet dindan urzhioù Zachary Taylor, ha goude-se e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e tu ar re Gengevreet ha goude-se an Unaniezh.

Jordan Bankston Noble
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Her 1800 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAugusta Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mez 1890 Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Jordan B. Noble e 1886