Jorj Kadoudal (soner)

Jorj Kadoudal (Magor, 6 Gouere 1929 - Karaez, 13 Mezheven 2021) a oa ur soner binioù hag a sone gant Étienne Rivoallan er festoù-noz e dibenn ar bloavezhioù 1950 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Pa zimezas ez eas da chom da Vrenniliz da vagañ deñved.
Peder gwech ez eas ar maout gantañ e Kampionad ar sonerien daou-ha-daou, e Gourin, eus 1958 da 1961.

Jorj Kadoudal (Eost 2012)

An ton plin a sone gant Étienne, anvet ganto Plin Boulvria an hini zo bet adkemeret gant Alan Stivell da sevel "Pop-plinn".

E 2008 e oa Jorj o vanifestiñ gant e vinioù, hag eñ 79 vloaz, evit derc'hel ospital Karaez[1].

Kolier an Erminig a voe deroet dezhañ en Oriant e 2018.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ