José Antonio Labordeta

José Antonio Labordeta Subías (Zaragoza, 10 a viz Meurzh 1935 - Zaragoza, 19 a viz Gwengolo 2010) a oa ur soner, kaner, skrivagner ha politikour eus Aragon. Anavezet e oa evel kaner dreist-holl, gant an anv "Labordeta".

José Labordeta o seniñ e Huesca
José Labordeta o seniñ e Huesca

Goude diskar diktatouriezh Francisco Franco e voe unan eus ar re a savas Strollad Sokialour Aragon. Sevel a reas ur gelaouenn aragonek anvet Andalán hag a-hed e vuhez e klaskas dihuniñ brogarouriezh Aragoniz. Kannad e voe e Madrid hag e parlamant Aragon en anv ar strollad politikel Chunta Aragonesista (CHA) etre 1999 ha 2008.

Tad e oa d'ar skrivagnerez Ángela Labordeta.

Liammoù diavaez kemmañ