Joseph Heinrich Beuys (12 a viz Mae 1921 e Krefeld - 23 a viz Genver 1986 e Düsseldorf) a oa un arzour alaman. Sevel a reas tresadennoù, livadurioù, delwennoù, taolioù-kaer, staliadurioù, oberennoù video ha kelennadurioù war an arzoù. Politikel-tre eo e oberennoù. Prederiañ a reas war an denelouriezh, an ekologiezh hag ar sokiologiezh. Gantañ e voe krouet ar c'hizellañ sokial hag a zo par d'un oberenn arzel hollek (neb a gar a zo arzour), dre ma'z eo diazezet war ar gevredigezh hag ar politikerezh. Tud zo a gav ez eo a dalvoudegezh e labour, re all ne gavont ket. Gwelet e vez memestra evel unan eus arzourien bouezusañ arz fin an XXvet kantved. Peurliesañ e vez keñveriet e labour gant hini arzourien al luskad Fluxus.

Jeder Mensch ein Künstler — Auf dem Weg zur Freiheitsgestalt des sozialen Organismus, taol-kaer, 1978
Skritell savet pa zeuas Beuys da brezegenniñ en New School (New York) e 1974
Filtz TV gant Lothar Wolleh

E vuhez kemmañ

Beuys a c'hoarias gant istor e vuhez : lavarout a reas e oa bet ganet e Kleve, ha n'eo ket e Krefeld. Er bloavezhioù 1930 e tizoloas skeudennoù delwennoù gant Wilhelm Lehmbruck, hag evel-se e teuas c'hoant dezhañ da vezañ kizeller. E 1940 e tapas kaout e Abitur dres a-raok bezañ degemeret da levier karr-nij en arme-aer. P'edo o leviañ ur c'harr-nij e talbenn Rusia e-pad an Eil Brezel-Bed ez eas da flastrañ e Krimea. War a seblant e vije bet sikouret gant ur bagad soudarded alaman ha kaset d'an ospital. Met Beuys a lavaras e oa bet dastumet gant kantreerien dartar o dije roet mel dezhañ. Ur wech pareet e vije dihunet gant ur gwiskad druzoni warnañ, ha gant pallennoù feltr tro-dro dezhañ. An holl draoù-se o dije sikouret anezhañ da dreuzvevañ, ha setu perak en dije implijet an danvezioù-se en e oberennoù. Diwar e wallzarvoud e Krimea eo e savas holl e oberenn, a reas mojenn hiniennel anezhi. Goude an Eil Brezel-Bed e voe unan eus arzourien vrudetañ al luskad Bewegung. E-pad ouzhpenn tregont vloaz e savas a bep seurt oberennoù : tresadennoù, livadurioù, delwennoù hag e tistagas meur a brezegenn (Londrez, Düsseldorf, Brusel, Pariz, New York). Kelenner e voe ivez e Düsseldorf etre 1961 ha 1972.

Danvezioù kemmañ

Diwar 1964 ec'h implijas Beuys an danvezioù en doa meneget pa oa c'hoarvezet e wallzarvoud : feltr (da wareziñ diouzh ar yenijenn), druzoni (da aroueziñ an tommder hag an energiezh), mel, koar, douar, amann, loened marv, poultrenn, tammoù ivinoù ha blev.

 
„Stadtverwaldung”, Kassel, Musee Fridericianum
 
„7000 Eichen - Stadtverwaldung statt Stadtverwaltung”, Kassel

An arzoù evel raktres-buhez kemmañ

Dibar eo oberenn Beuys : ouzhpenn diazezañ holl e oberenn war e vuhez (ar pezh ne oa ket bet graet c'hoazh d'ar mare-se) e klaskas lakaat e oberenn da vezañ ur raktres-bezañs. Un dudenn (a veze gwisket bepred gant ur jiletenn hag un tog) a voe ijinet gantañ hag a gemeras perzh e meur a raktres : kelenner e skol arzoù-kaer Düsseldorf, krouet Deutsche Studenten Partei e 1966, krouer ar Skol-veur dieub etrebroadel (manifesto 1972) hag obererezhioù politikel ha sokial liesseurt. Godisus e chome memestra hag an dra-se a voe rebechet outañ. Rebechet e voe ivez outañ tu kevrinek e oberennoù, an doare ma'z implijas an Istor (an Eil Brezel-Bed a zo unan eus temoù e oberennoù) ha dreist-holl an doare m'en em azeule e-unan.

An delwennoù sokial kemmañ

Gant Beuys e voe ijinet an delwennoù sokial o fal lakaat ar gevredigezh da vezañ reishoc'h. Hervezañ e c'hall neb a gar bezañ arzour ha ma'z implije an dud o spered-krouiñ e vefent dieub.

 
Joseph Beuys, 1985

Diskouezadegoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Hiltrud Oman, Joseph Beuys. Die Kunst auf dem Weg zum Leben, Heyne, 1998(ISBN 3-453-14135-0)
  • Bernard Lamarche-Vadel, Joseph Beuys. Is it about a bicycle?, Marval – Diskouezva Beaubourg - Sarenco-Strazzer, 1985
  • Alain Borer, Joseph Beuys. Un panorama de l’œuvre, La Bibliothèque des Arts, 2001

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.