Jozeb Arimatia, pe Arimatea, zo un den a zo meneget e anv en Aviel. Genidik e oa eus Arimatea (pe Arimatia), pinvidik anezhañ, ha marteze ezel eus ar Sanhedrin.
Goude marv Jezuz e c'houlenn digant Pilatus aotre da sammañ korf Jezuz d'e lakaat en ur bez a zo dezhañ, kleuziet en ur roc'h. Gant Nicodemus e prientas ar c'horf d'e veziañ.

Jozeb Arimatia, poltred gant Pietro Perugino (tennet eus an daolenn Klemmvan d'ar C'hrist (Perugino)‎.

Lakaet eo bet da sant gant an Ilizoù katolik ha reizhkredennel. Er c'hornôg e vez lidet d'ar 17 a viz Meurzh, er reter d'an 31 a viz Gouhere.

Mojenn Arzhur kemmañ

Hervez ur vojenn savet en XIIvet kantved en dije dastumet gwad Jezuz en ul lestr, anvet ar Graal santel, brudet gant mojenn ar Roue Arzhur. Sed a gaver e romant gallek Robert de Boron Estoire dou Graal pe Joseph d’Arimathie, skrivet e gwerzennoù entre 1190 ha 1199, miret en un dornskrid e Pariz[1].

Hervez ar vojenn-se e vije bet c'hoarvezet ar goan diwezhañ e ti Jozeb Arimatia. Jozeb a viras lestr ar goan, Cène, hag ennañ e tastumas un darn eus gwad Jezuz, a-raok e lakaat er bez-roc'h. Goude-se e kuitaas Palestina hag ez eas « da  Vreizh», da lavarout eo da greisteiz Enez Vreizh, da Ynys Wydrin (Glastonbury), ma viras ar Graal Santel.

Lennegezh kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Bibliothèque nationale de France, fr. 20047.

Liammoù diavaez kemmañ