Judah Philip Benjamin, QC ganet d'an 11 a viz Eost 1811 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Mae 1884 a oa ur gwirour hag ur politikour. Senedour e voe e Louisiana ha ministr e gouarnamant Stadoù Kengevreet Amerika. Pa voe berzhet ar stadoù kengevreet e fin Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e tec'has d'ar Rouantelezh Unanet, evit dont da vezañ un alvokad saoz (barrister). Judah P. Benjamin a oa bet ar c'hentañ yuzev dilennet e Sened ar Stadoù-Unanet met an hini kentañ e oa bet, en ur chom feal d'e relijion, o tizhout ur plas en ur gambr-kuzul e Norzhamerika.

Judah P. Benjamin poltredet war-dro 1856