Judit zo un anv-badez brezhonek hag hungarek a orin hebreek, roet er relijion protestant, hag a zeu eus an Testamant Kozh.


Orin an anv kemmañ

Un anv a orin hebreek eo Judit, ha furm venel Jud, pe Yehudi, anv unan eus an daouzek abostol.

Roet e vez an anv abalamour d'ar vaouez a gonter hec'h istor e Levr Judit, hag a voe trec'h war ar jeneral Holofern.

Ur santez dianav kemmañ

En Italia e anavezer ur santez Judit, pe Giuditta, merzherez e Milano. Lidet e vez an anv Judit d'ar 5 a viz Mae en deiziadur kristen.

Doareoù all an anv kemmañ

Implij an anv kemmañ

Ne vez ket roet an anv e-touez ar vrezhonegerien. Nebeut e vez roet e-touez gallegerien Breizh, moarvat dre m'eo stag ouzh an hengoun yuzev ha protestant kentoc'h eget ouzh an hini katolik.

Er Grennamzer e veze roet an anv e-touez uhelidi frank Europa, ha ne oa ket dianav e Breizh (gwelout amañ dindan).

Tud anvet Judit kemmañ

Er Bibl kemmañ

  • Judit anv unan eus div wreg Esau, « merc'h da v-Beeri, an Héthien » (Geneliezh XXVI.34)

Er Grennamzer kemmañ

Anv meur a briñsez frank eo bet:

  Breizh kemmañ

Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:

Meur a Judit all zo bet c'hoazh er Grennamzer.

En arzoù kemmañ

Implijoù all kemmañ

  • War ar c'hartoù gallek eo skrivet anvioù an damizien, ha Judith eo an damez keur.

Levr Youdith kemmañ

  • Levr Youdith a zo kollet e vammskrid hebreek, met un droidigezh e gregach a zo miret er Bibl katolik (ha n'eo ket degemeret er Bibl protestant)

Brudet eo istor Youdith ha Olofern, ma ya an harozez yuzev da lorbiñ ar jeneral a zo oc'h freuz ha reuz en he bro, ha d'e lazhañ. Gwelet eo bet gant kalz livourien, abaoe an Azginivelezh, evel arouez ar Vaouez dieuberez peurvuiañ, pe spazherez a-wechoùigoù, hervez an dud.

Liammoù diabarzh kemmañ