Ur pennad Julia zo ivez.

Julia Avita Mamaea (14 pe 29 Eost goude 180–235) a oa ur vaouez a renk uhel en impalaeriezh roman. Mamm e oa d'an impalaer roman Severus Alexander ha rejantez e voe en e lec'h e Roma en e vugaleaj.

Julia Mamaea, delwenn er Musei Capitolini e Roma.

Merc'h e oa d'ur senedour roman, Gaius Julius Avitus Alexianus, ha d'e bried Julia Maesa, a orin sirian o-daou. He mamm a oa merc'h d'ur beleg-meur e templ Elagabal, e kêr Ems, e Siria, ha pinvidik evel ar mor. C'hoar e oa da Julia Soæmias.

Nizez e oa da Julia Domna, a oa dimezet da Septimus Severius, a zeuas da vout impalaer e 193. Pan eas he moereb da Roma da impalaerez ez eas Julia Mamaea d'he heul, gant he mamm hag he c'hoar .

War-dro ar bloaz 200 e timezas d'un den bet konsul, nemet n'ouzer ket e anv, hag a varvas prestik.

En 217, pa voe lazhet he c'henderv, an impalaer Caracalla, hag he moereb Julia Domna prestik goude, e tistroas he mamm Julia Mæsa hag he c'hoar da Ems, ma voe anvet mab Julia Soæmias da veleg-meur an doue Elagabal.

Eno marteze e timezas d'ur magistrad ha marc'heger sirian, Marcus Julius Gessius Marcianus, ha bevañ a reas en Arca (hiriv Tell Arqa, e Liban). Genel a reas ur verc'h, Theoklia, hag ur mab, Marcus Julius Gessius Bassianus Alexianus.

Distro da Roma kemmañ

Goude 218 pa voe anvet he niz Bassianus da impalaer, evel Augustus, dindan an anv Elagabal, ez eas-eñ da ren da Roma gant e vamm Julia Soaemias hag e vamm-gozh Julia Maesa. Hag ar voereb Julia Mamaea d'o heul. Kontrol d'he c'hoar henañ e oa brudet Julia Mamaea da vout vertuzius, ha ne veze ket fallvrudoù warni. Sevel a reas he mab da vout impalaer Roma.