Julie-Victoire Daubié

Julie-Victoire Daubié (raloc'h Victoire Daubié, pe Julie Daubié dre fazi), ganet d'ar 26 a viz Meurzh 1824 e Bains-les-Bains (Vosges) hag aet d'an Anaon d'ar 26 a viz Eost 1874 d'an oad a 50 vloaz e Fontenoy-le-Château, a oa ur gazetennerez c'hall.

Julie-Victoire Daubié e 1861

Ar vaouez kentañ eo, e Bro-C'hall, he defe lakaet hec'h anv da dremen ar vachelouriezh, e Lyon e 1861. An hini gentañ eo ivez a dapas an diplom, d'ar 17 a viz Eost 1861. Ar c'hentañ maouez e voe ivez o tizhout an aotreegezh d'an 28 a viz Here 1871, pa oa berzet ar c'hentelioù d'ar maouezed c'hoazh.